Rouantelezh Yehouda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Da vare David ha Salomon he voe unanet Israel ha Yehouda en ur rouantelezh, hervez ar Bibl (2S '''5''',1-3). Chom a rae div lodenn disheñvel unanet dre ar roue. Go..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 C'hwe 2016 da 10:39

Da vare David ha Salomon he voe unanet Israel ha Yehouda en ur rouantelezh, hervez ar Bibl (2S 5,1-3). Chom a rae div lodenn disheñvel unanet dre ar roue. Goude marv Salomon e yeas meuriadoù an norzh diouzh o zu hag e voe div rouantelezh e-pad daou gantved gant kevezerezh alies etre an div.

Chom a reas Yehouda feal da "diegezh David".

E 701 kent JK e voe freuzet ar vro gant Sennacherib , roue Asiria, darbet e voe da Jeruzalem bezañ distrujet (2Dn 32, 1-8). Pa voe diskaret an impalaeriezh Asirian ha dindan ren [[Jozias]) (640-609 ken JK) e seblantas mont gwelloc'h an traoù met diskaret e voe ar rouantelezh er VIvet kantved , paket ma oa etre Egipt ha Babilon.

Kaset e voe ar bobl en harlu da Vabilon (587 kent JK).

Pa voe aotreet ar bobl da zistreiñ gant Sirus (538 kent JK) e chomas un darn anezho e Babilon ha ne gomzer mui eus rouantelezh Yehouda met eus proviñs Yehouda pe "Judea" pe eus "Bro ar Yuzevien" zoken ma veve kalz aneho een diavaez (Galilea, Samaria ha diavaez Palestina). [1]

  1. Didtionnaire culturel de la Bible, cerf/Natahn, 1990, p138