Naboukadnesar II : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
Kerkent ha deuet da vezañ ar roue Naboukadnesar II en un doare ofisiel e tistro war vord ar [[Mor Kreizdouar|Mor kreizdouar]] e lec'h m'eo en em savet ar roue Askalon. Fellout a ra dezhañ kreñvaat e vestroni war rouantelezhioù [[Fenikia]], ha war roue Juda. Met harpet eo an emsavadegoù-se gant arme Henegipt. E 601 en em gann ar Vabiloniz a-enep an Egiptiz hag o c'hevredidi. Trec'het eo Naboukadnesar ha ret eo dezhañ en em dennañ e Siria. Divizout a ra tagañ Arabia bloaz goude. War-lerc'h e tistro war vord ar Mor kreizdouar da resev an truaj digant rouanez ar vro. Nac'hañ a ra roue Juda, Joiakim, paeañ anezhañ ha gwastet eo e rouantelezh gant arme Babilonia : sezizet ha kemeret eo e gêr-benn e 597, koll a ra e vuhez hag e vab Joakin hag holl oterien ha lenneien ar vro zo kaset en harlu da Vabilon. Sevel a ra Naboukadnesar ur c'hreñvlec'h e Riblah, el [[Liban]] da zerc'hel gwelloc'h ar vro. Mes ne vir ket ouzh rouanez vihan ar vro da genderc'hel d'en em sevel en e enep ha da vezañ nec'hamant pennañ ar roue. Tarzhañ a ra un emsavadeg e Babilonia e 593, ha mouget eo gant feulster.
 
En 589 e oa kemeret [[Gaza]] gant Henegiptiz, ha lakaat a rejont seziz war [[Tir (kêr)|Tir]] ha [[Sidon]]. Kevrediñ a reont goude gant ar [[Fenikianed]], ha [[SedekiasSidkia]]<ref>Troidigeah an testamant Kozh gant An tour-Tan, levrenn , p 70, kinnig Levr ar profed [[Yirmia]]</ref> roue nevez Juda, bet lakaet war an tron gant Naboukadnesar koulskoude. Distreiñ a ra neuze Naboukadnesar e Riblah. Lakaat a ra seziz war [[Jeruzalem]] e 588, ha kemer ar gêr goude daou vloaz stourm. Lazhet eo mibien Sedekias, hag ar roue e-unan zo muturniet ha kaset da Vabilon gant ar pep brasañ eus renkadoù uhel ar rouantelezh. Devet eo Jeruzalem goude. Lakaat a ra seziz war Tir ivez. N'eo ket a-raok trizek vloaz avat e c'hall arme ar roue antreal er gêr-se.
 
E 585 ez a Naboukadnesar da dredeog en un dizemglev etre e gevredad, Kiaksares, roue ar Veded, da Aliattes, roue [[Lidia]], ha tennañ a ra e vad eus an degouezh da gemer un nebeud kêrioù e [[Kilikia]]. Nebeut goude en em sav Palestina e 582 ar pezh a redi ar Vabiloniz da zistreiñ eno. Ne wella an traoù evit Nevezimpalaeriezh Babilonia nemet e 568, pa drec'h Naboukadnesar an Henegiptiz e Gaza.
 
N'eo ket gwall sklaer fin ren Naboukadnesar. Gouzout a reer e varvas e 562 e Babilon, diwar ur barrad kleñved marteze. E vab Amêl-Mardouk (Evil-Merodach) ne chomas nemet daou vloaz war an tron. Heuliet eo ren Naboukadnesar gant ur prantad distabilded. Daou daol-Stad zo sevenet e -560 ha -556, ha kalz eneberezh zo ouzh ar roue nevez. Koulskoude ne gouezh ket an impalaeriezh savet gant Naboukadnesar hag e dad en he foull. E -539 e kemer [[Kirus II]], roue [[Persia]], kêr Babilon ha da-heul holl an impalaeriezh. Ren Naboukadnesar zo bet ur bazenn e kreñvadur hag e stabiladur an impalaeriezhioù brasoc'h-bras a ziwan er Reter-Kreiz adalek ar c'hentañ milved a-raok J.-K., etre hini an [[Asirianed]] hag hini ar [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Bersed]].
 
 
== Notennoù ==