Kokochnik : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
== Istor ==
 
Anavezet eo abaoe ar XVII kantved d'an nebeutañ, pa oa ar ger "kokochnik" kavet er paperioù evit ur wech kentañ. Met n'ouzer ket pegoulz e oa krouet. Etre an Xvet hag an XIIvedXIIvet kantved e veze douget seurt pennwiskoù, tost a-walc'h d'ar c'hokochnik a c'holoe an tal hag ar penn.
 
Douget e veze betek an XXvet kantved, ha betek ar bloavezhioù 1920 e oa ur pezh dilhad eured hengounel. Kokochnik perlez a veze lakaet goude dimeziñ, ha douget gant ar wreg betek ma veze ganet he bugel kentañ, ha goude se e wiske anezhañ nemet evit ar gouelioù. E lec'hioù 'zo e veze douget nemet e-pad tri devezh kentañ an eured. El lec'hioù-se e veze douget pennwiskoù all - mouchouer pe tog, hag ar c'hokochnik ne oa ken nemet ur c'hiz eured.