Diforc'hioù etre adstummoù "Kokochnik"

1 178 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(adlakaat ar rummad)
Douget e veze betek an XXvet kantved, ha betek ar bloavezhioù 1920 e oa ur pezh dilhad eured hengounel. Kokochnik perlez a veze lakaet goude dimeziñ, ha douget gant ar wreg betek ma veze ganet he bugel kentañ, ha goude se e wiske anezhañ nemet evit ar gouelioù. E lec'hioù 'zo e veze douget nemet e-pad tri devezh kentañ an eured. El lec'hioù-se e veze douget pennwiskoù all - mouchouer pe tog, hag ar c'hokochnik ne oa ken nemet ur c'hiz eured.
[[Restr:Konstantin Egorovič Makovskij - Russian Beauty Wearing a Kokoshnik.jpg|thumb|"Koantenn rus" gant Konstantin Makovski, 1900.]]
 
=== Lez an impalaer ===
Berzet e oa dougen kokochnik d'ar merc'hed eus an noblañs gant an impalaer [[Pêr Iañ (Rusia)|Pêr Iañ]] e-tro ar bloavezhioù 1700 pa glaske lakaat anezho da zougen dilhad Europa. Evit-se e oa graet un urzh ispisial. Met lakaet e oa en-dro goude evel lodenn dilhad al lez merc'hed gant an Impalaerez [[Katelin II]]. Gant brezelioù [[Napoleon Iañ|Napoleon]] e save an dedenn evit an dilhad hengounel. Er bloavezhioù 1812-1814 e veze douget "sarafanoù" c'hlaz a ruz e mod "rus". Seurt sarafanoù a veze douget gant an impalaerezed.
 
Abaoe 1834 e veze douget dilhad al lez nevez, ouzhpennet gant ar c'hokochnik. Seurt dilhad a veze douget gant ar plac'hed-enor betek an dispac'h 1917. Stumm ar c'hokochnik a oa disheñvel diouzh ar pennwiskoù orin, ha tostoc'h ouzh pennwiskoù Azginivelezh Italia.
[[Restr:Alexandra Fedorovna in white Russian dress (1830s, Kruger, GIM) 2.jpg|left|thumb|311x311px|Impalaerez Aleksandra Feodorovna, 1836.]]
[[Restr:Catherine II in russian costume.jpg|left|thumb|Impalaerez Katelin II, bloavezhioù 1770.]]
[[Restr:Maria Feodorovna by Kramskoj.jpg|left|thumb|Impalaerez Maria Feodorovna gant Ivan Kramskoy, 1881.]]
[[Restr:2009 Stamp of Russia. Kokoshnik. Yaroslavl Province.jpg|thumb|Kokochnik goubernia Iaroslavl.]]
 
132

modifications