Kokochnik : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Kokoshniks from Olonets and Kostroma (18th c., GIM) 01 by shakko.JPG|thumb|Daou gokochnik - eus Olonets ha Kostroma.]]
Kokochnik (кокошник e ruseg) a zo ur [[pennwisk]] merc'hed a veze douget e Bro-[[Rusia]]. Dont a ra ar ger "kokochnik" eus ar ger "kokóch" a dalveze [["yar]]" e henrusianeg. Simbol dilhad hengounel Rusia eo dre vras.
 
== Istor ==
 
Anavezet eo abaoe ar XVIIXVIIvet kantved d'an nebeutañ, pa oa bet kavet ar ger "kokochnik" kavet er paperioù evit ur wech kentañ. Met n'ouzer ket pegoulz e oa krouet. Etre an Xvet hag an XIIvet kantved e veze douget seurt pennwiskoù, tost a-walc'h d'ar c'hokochnik a c'holoe an tal hag ar penn.
 
Douget e veze betek an XXvet kantved, ha betek ar bloavezhioù 1920 e oa ur pezh dilhad eured hengounel. Kokochnik perlez a veze lakaet goude dimeziñ, ha douget gant ar wreg betek ma veze ganet he bugel kentañ, ha goude se e wiske anezhañ nemet evit ar gouelioù. E lec'hioù 'zo e veze douget nemet e-pad tri devezh kentañ an eured. El lec'hioù-se e veze douget pennwiskoù all - mouchouer pe tog, hag ar c'hokochnik ne oa ken nemet ur c'hiz eured.