Sifroù arabek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 52 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q176471 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Ar sifroù a lavarer ''arabek'' zo, e gwirionez sifroù bet ijinet en '''[[India]]'''. En [[Europa]] int bet implijet da gentañ e [[Frañs|rouantelezh Bro-C’hall]] a-raok ma voe ledanaet o implij d'ar c’hevandir ha, goude-se, d'ar bed a-bezh. Deskrivet int bet en unan eus oberennoù [[Abou Abdallah Muḥammad Bin Mūsa ʾal-Khuwārizmī|Al-Khuwarizmi]] hag en em gavet int bet en Europa dre [[Andalouzia]] ar Vuzulmaned e-tro dibenn an {{Xvet kantved}}. A-drugarez da zoare kelenn ar jediñ war [[Abakenn|abakennoù]] gant an [[Arab]]ed eo bet treuzkaset ar ouiziegezh-se. Un testeni spann eus an dra-se a gaver war al ''Liber abaci'' savet gant [[Fibonacci]], er bloaz [[1202]]. [[Logogramm]]où zo eus ar sifroù arabek.
 
N'eo ken nemet en {{XIIvet kantved}} ma voe kroget gant Europiz da implijout ar sifroù arabek da vat. eus o zu e talc’h an Arabed, gant gwir abeg d'ober ''[[Niveradur arabek|sifroù hindi]]''. Er {{XVvet kantved}} eo stabilaet an tres anezho. Setu da-heul un tamm keñveriadenn eus tres a-vremañ hor sifroù "arabek" gant ar re implijet gant an Arabed (pe « sifroù hindi ») ha gant ar sifroù treset e meur a skritur indezek. Hiziv an deiz e ra broioù ar [[Maghreb]] (pe ar c’hornôg) gant an tresoù a-vremañ tra ma kendalc’h broioù ar [[Machrek]] (pe ar reter kreiz) d'ober gant an doare hengounel. Evit doare eo bet ijinet tres dibar hor sifroù a-vremañ er Marghreb pe en Andalouzia.<br/>
<!--[[Skeudenn:وهدَفي حسابْ.gif|200px]]-->
 
[[Skeudenn:وهدَفي حسابْ.gif|200px]]
 
[[Skeudenn:Compa.jpg|none|thumb|500px|Keñveriañ an notadurioù]]
 
 
Dont a ra ar geer ''sifr'' bet implijet da gentañ evit lavaret ''mann'' eus an [[Arabeg|arabeg]] ''sifr'' (أَلصِّفْر ''ʾaṣ-ṣifr''), a dalvez ''ar goullo''. Ar ger ''zero'' implijet da-heul e meur a yezh evit envel ar sifr ''mann'' a zeu ivez eus ar ger arabek ''sifr'', nemet eo bet amprestet dindan ar stumm ''zefiro'' boazet gant Italianed ar {{XVvet kantved}}. Goude-se eo aet ''zefiro'' da ''zero''. ''Sifr'' zo trodigezh-rik ar ''0'' [[Sañskriteg|sañskriteg]] pe ''shunya'' (शून्य ''śūnya'', « goullo »).