Ester : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb|Ester dirak Ahashverosh gant Franciszek Smuglewicz 1778 Tudenn bennañ al levr a zoug hec'h anv er ..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Setu penaos e kinnig troidigezh [[An Tour-Tan]] istor Ester :
 
" [[Shoushan]]<ref> "Sus" e troidigezh Gwilh ar C'hoad</ref> eo kêrbenn rouantelezh Persia ha Media, hag ar roue , er mare-se , [[Kserses Iañ|Ahashverosh]] (Assureus e troidigezh [[Gwilh ar C'hoad]], hag a vefe Kserses Iañ hervez an istorurien) . [[Vashti]], ar rouanez, a zisplij dezhañ, hag e teu Ester, ur Yuzevez a-douez an harluidi, da gaout e c'hrad-vat ha da vezañ kemeret gantañ da rouanez, hep gouzout e oa ur Yuzevez anezhi. [[Haman]], kentañ maodiern ar roue, a zeu da anavezout ar wirionez : itrikañ a ra neuze, enep ar Yuzevion, ul lezenn a-berzh ar roue evit o raskañ diwar ar vro. Kuzuliet gant [[Mardec'hai]], he zad-mager, Ester a ya, war var he buhez, da gaout ar roue evit tennañ he c'henvroidi diouzh dorn Haman. D'an diwezh, setu dieubet ar Yuzevion hag enoret Marc'hedai e-lec'h Haman, e enebour. Diwar an darvoud-se en deus savet Mardec'hai evit ar Yuzevion gouel ar "[[Pourim]]", d.l.e. ar sordoù, rak dre ar "Pour", ar sord, e oa bet laket gant Haman an deiz evit diouennañ ar Yuzevion. ha bep bloaz, abaoe ar mare-se, e lidont e-kreiz an ebatoù eñvoradur an darvoud displeget e levr Ester (Est '''9''', 20-32)." <ref> Toidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1985, p311 </ref>