Elizabed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Hervez an Testamant Nevez (Lk '''1''') ez eo Elizabed mamm Yann Vadezour. <ref> Troidigezh an Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 196..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 1 Meu 2016 da 21:15

Hervez an Testamant Nevez (Lk 1) ez eo Elizabed mamm Yann Vadezour. [1].

Eus rummad Aaron e oa, gwreg Zec'haria ha kenitervez da Vari, mamm Jezuz. Pa zeuas Mari da weladenniñ anezhi e lavaras dezhi "Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf? A belec'h e c'hoarvez ganin e teufe d'am c'haout mamm va Aotroù ? Rak setu, kerkent ha m'eo deuet da vouezh betek ma divskouarn, en dey=us tridet va bugelig em c'heriz gant al levenez. Eürus an hini he deus kredet, rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotroù".[2].

Respont a reas Mari gant ar c'hantik holl vrudet "Va ene a gan braster an Aotrou" pe "Magnificat".[3].

Roet e ve ar stumm Elzbed d'he anv ivez.

Daveoù

  1. Troidigezh an Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969
  2. Lk 1, 39-45, Troidigezh Al Liamm, 1969, p 137
  3. Lk 1, 46-55