Jafrez Menoe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Artus2.jpg|200px|de|bawd|thumb|right| Jafrez Menoe a voe penn-kaoz da vrud ar Roue Arzhur dre Europa]]
 
'''Jafrez Menoe''' (''Galfridus Monemutensis'' e latin) zo ur [[manac'h]] pe ur [[beleg]] eus [[Kembre]] an {{XIIvet kantved}}, [[eskob]]et e fin e vuhez, ganet war-dro ar bloavezh [[1100]], marvet war-dro [[1155]], ha brudet evel istorour. Brud en deus abalamour d'e levrioù skrivet e latin, meneg enno eus [[Merzhin]] hag ar [[roue Arzhur]], ha dreist-holl d'an [[Historia Regum Britanniae]], da lavarout eo ''Istor Roueed Breizh'', a voe bras e levezon.
 
Gwelet eo evel unan eus tadoù mojenn [[ar roue Arzhur]] ha war un dro, a-wechoù, evel ''kentañ istorour Breizh-Veur'', un titl a zerefe muioc'h ouzh [[Gweltaz (sant)|Gweltaz]] ha [[Nennius]].
 
== E anv ==
'''Jafrez Menoe''' a vez graet anezhañ e [[brezhoneg]]<ref>''Istor Burzudus hon Tadou, hervez "Historia" Jafrez Menoe'', Gwalarn 87, 1936</ref>, ha '''Sieffre o Fynwy''' e [[kembraeg]], '''Galfridus Monemutensis''' e [[latin]], ha '''Geoffrey of Monmouth''' e [[saozneg]].
 
== E vuhez ==
Linenn 13:
Studioù a reas en [[Oxford]], ma reas anaoudegezh gant an [[arc'hdiagon]] [[Walter a Oxford]].
E [[1152]] e voe anvet da eskob [[Llanelwy]] (en hanternoz Kembre), dek devezh goude bezañ bet [[beleg]]et, met ne greder ket ez eas di biskoazh abalamour d'ar brezelioù a oa neuze etre ar roue [[Owain Gwynedd]] ha roue [[Bro-Saoz]]. Mervel a eure tri bloaz war-lerc'h.
 
 
== E oberennoù (e latin) ==
Linenn 23 ⟶ 22:
 
=== ''Prophetiae Merlini'' ===
 
Kentañ levr a skrivas Jafrez a voe ''Prophetiae Merlini'' a voe skrivet a-raok ar bloaz 1135. Hennezh eo a levr kentañ savet diwar-benn an hudour [[Merlin]], rak a-raok n'anavezed nemet "Myrddin" el [[lennegezh kembraek]] <ref>Bromwich Rachel, ''Trioedd Ynys Prydein: The Welsh Triads'', Cardiff, 1978, p. 472 n.1.</ref>.
Kred a voe en diouganoù a oa el levr betek 300 vloaz war-lerc'h.