Elizabed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
 
Hervez an Testamant Nevez (Lk '''1''') ez eo Elizabed mamm [[Yann ar Badezour|Yann Vadezour]]. <ref> Troidigezh an Aviel dindan renerezh [[Maodez Glanndour]], [[Al Liamm]], 1969</ref>.
 
Eus rummad Aaron e oa, gwreg [[Zec'haria (Beleg)|Zec'haria]] ha kenitervez da [[Mari|Vari]], mamm Jezuz. Pa zeuas Mari da weladenniñ anezhi e lavaras dezhi "Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf?. A belec'h e c'hoarvez ganin e teufe d'am c'haout mamm va Aotroù ? Rak setu, kerkent ha m'eo deuet da vouezh betek ma divskouarn, en deus tridet va bugelig em c'heiizheriz gant al levenez. Eürus an hini he deus kredet, rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotroù".<ref> Lk '''1''', 39-45, Troidigezh Al Liamm, 1969, p 137</ref>.
 
Respont a reas Mari gant ar c'hantik holl vrudet "Va ene a gan braster an Aotrou" pe "Magnificat".<ref> Lk '''1''', 46-55</ref> Testenn vrezhonek ar c'han a gaver war ur blakenn brierezh war voger porzh iliz ar Weladenn e Ein Kerem e-kichen Jeruzalem e-touez nouspet yezh all.<ref>ar blakenn e brezhoneg a zo ar bevare adalek an tu kleiz war al linenn uhelañ war ar skeudenn (bord melen-aour, erminigoù gwenn war foñs du e pep korn)</ref> [[File:Church of the Visitationy8.JPG|thumb|Iliz ar Weladenn en Ein Kerem]]