Testamant Kozh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
liamm
Linenn 28:
* E [[1883]] e voe embannet troidigezh an ''Testamant Nevez'' , graet gant ar pastor protestant [[Gwilh ar C'hoad]] (1845-1914). Ar ''Bibl'' en e bezh (Testamant Kozh ha Testamant Nevez) a voe troet gantañ goude hag embannet e [[1897]] gant an ''Trinitarian Biblical Society'', eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E [[2004]] e oa bet embannet ur stumm adwelet eus ar skrid-se, gant ''Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh'' a zo un aozadur kristen protestant avielour.
* Etre [[1953]] ha [[1981]] e voe embannet e ti [[Al Liamm]] ul lodenn euz an ''Testamant Kozh'' hag an ''Testamant Nevez'' en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant [[Maodez Glanndour]]. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta).
* Etre [[1981]] ha [[1986]] e voe embannet e ti [[An Tour-Tan]] un droidigezh nevez, e pemp levrenn, eus an ''Testamant Kozh'', troet gant [[Job Lec'hvien]] ha [[PerPêr ar Gall]]. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, o virout ar muiañ ma vez gellet urzh ar frazennoù en hebraeg. Setu pemp levrenn an droidigezh-se. Levrenn 1 Ar Pentateuc'h (1981) ; Levrenn 2 ; Levrenn 3 : Ar Brofeded vras hag an daouzek (1982) ; Levrenn 4 Ar Salmoù hag ar Skridoù all (1985) ; Levrenn 5 : al levrioù eilkanonel (Daniel, Ester, Youdith, Tobit, 1 Makabeed, 2 Makabeed, Ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h, Lizher Yeremia) (1986).
 
===Notennoù===