Kentañ Levr ar Vakabeed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Kontañ a ra Kentañ Levr ar Vakabeed istor emsavadeg ar Yuzevien enep ar briñsed ellenek a oa mestr war o bro, Antioc'hos Epifan (175-164 KJK) peurgetket. Mathathi..."
 
yezh
Linenn 3:
Mathathias, ur beleg , a voe kentañ penn an emsavadeg.
 
Kemeret e voe e lec'h goude e varv gant e vab Youdas, lesanvet Makabai (ar morzhol). Gant ar c'hurioù a sevenas e teuas a-benn da skarzhañ an enebour diouzh ar vro, nemet diouzh un nebeud kreñvlec'hioù, [[Jeruzalem]) en o-zouez. Glanaet e voe an Templ a oa bet diskaret<ref> Gouel [[Hanoukkah]] (gouel an Dedi) a zo bet savet e koun an darvoud-mañ</ref><ref> Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p 101</ref> e 164 ha goude marv Antioc'hos ec'h adkavas ar Yuzevien ar frankiz da lidañ o gouelioù evel a-raok.
 
Met kendelc'her a reas ar c'hrogadoù ha kouezhañ a reas [[Youdas Makabai]]. E vreur [[Yonathan Makabai|Yonathan]] a gasas neuze ar stourmadeg ; gwech oc'h ober emglev gant ar [[Romaned]), gwech gant [[Spartiz]], gwech o klas intent gant roue Siria. D'an diwezh e kouezhas ivez etre daouarn an enebourien ((143 KJK). Kemer a reas [[Simon Makabai|Simon]] plas e vreur Yonathan evel "beleg-meur ha penngadour ha pennrener ar Yuzevien".<ref>1M '''14''', 47</ref> Ken brudet hag e vreudeur e voe Simon dre e galonegezh hag e garantez evit hêrezh e dadoù.