Gwilh ar C'hoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Linenn 1:
'''Gwilh ar C'hoad''', bet ganet d'ar [[27 a viz Eost]] [[1845]] e [[Tremael]], ha marvet eno d'ar [[1añ Meurzh|1{{añ}} a viz Meurzh]] [[1914]], a oa pastor protestant ha skrivagner brezhonek.
 
E dad-kozh, [[Gwilherm Rikou]], a oa bet o kenlabourat gant ar pastor [[John Jenkins]] evit adwelet an droidigezh eus ar [[Bibl]] a oa bet graet gant [[ar Gonideg]]. Rikou e-unan ne oa ket [[protestant]] met e verc'h a oa, hag hi skolaerez dimezet d'ur botaouer.
 
Abred a-walc'h e voe taolet evezh ouzh o mabig Gwilh, gant person ar barrez met ivez gant John Jenkins. Gant ar pastor kembreat-se e voe kaset ar paotrig da dremen konkour Skol-vistri brotestant [[Courbevoie]] ha d'ober e studioù di. Distreiñ a reas Gwilh ar C'hoad da Dremael e 1866, gant un diplom a roe an tud dezhañ d'ober skol.
 
D'ar 1añ a viz Here 1868 e timezas da Gertrude Shaw, ur vaouez genidik eus Iwerzhon. Diouzhtu goude e voe anvet da skolaer-avielour gant ar brotestanted.
 
Buan e teuas brud dezhañ. A-du e oa gant ar Republik, pa oa kalz a gatoliked tro-dro a-enep. Lakaat a reas digeriñ un templ e Tremael hag a veze darempredet gant kalzig a dud. Nebeut a zarempred en doa gant badezourien Montroulez, met dre ma ouie saozneg en doa darempred war-eeun gant ar "Baptist Missionary Society", e Bro-Saoz. Bep bloaz ez ae du-hont ha skoazellet e veze gant arc'hant dastumet e Breizh-Veur.
 
Berzh a rae mision ar C'hoad e Tremael : ouzhpenn ar chapel en doa digoret un ti-emzivaded, skolioù hag un ospital ha kas a rae tud da brezeg an aviel dre ar vro, betek [[Brest]] pe [[Jerzenez]] zoken.
 
Embann a rae skridoù ivez, e brezhoneg, evel ''Almanach mad ar Vretouned'' pe kanaouennoù war follennoù-nij. E droidigezhioù eus ar Bibl hag eus an Testamant Nevez, a voe moullet e Bro-Saoz : {{formatnum:20000}} skouerenn evit ar Bibl ha {{formatnum:200000}} evit an Testamant Nevez !
 
==Oberennoù==