Gwilh ar C'hoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Abred a-walc'h e voe taolet evezh ouzh o mabig Gwilh, gant person ar barrez met ivez gant John Jenkins. Gant ar pastor kembreat-se e voe kaset ar paotrig da dremen konkour Skol-vistri brotestant [[Courbevoie]] ha d'ober e studioù di. Distreiñ a reas Gwilh ar C'hoad da Dremael e 1866, gant un diplom a roe an tud dezhañ d'ober skol.
 
D'ar 1añ a viz Here 1868 e timezas da Gertrude Shaw, ur vaouez genidikganet e Breizh met eus Iwerzhonur familh saoz-hag-iwerzhonat. Diouzhtu goude e voe anvet da skolaer-avielour gant ar brotestanted.
 
Buan e teuas brud dezhañ. A-du e oa gant ar Republik, pa oa kalz a gatoliked tro-dro a-enep. Lakaat a reas digeriñ un templ e Tremael hag a veze darempredet gant kalzig a dud. Nebeut a zarempred en doa gant badezourien Montroulez, met dre ma ouie saozneg en doa darempred war-eeun gant ar "Baptist Missionary Society", e Bro-Saoz. Bep bloaz ez ae du-hont ha skoazellet e veze gant arc'hant dastumet e Breizh-Veur.
Linenn 11:
Berzh a rae mision ar C'hoad e Tremael : ouzhpenn ar chapel en doa digoret un ti-emzivaded, skolioù hag un ospital ha kas a rae tud da brezeg an aviel dre ar vro, betek [[Brest]] pe [[Jerzenez]] zoken.
 
Embann a rae skridoù ivez, e brezhoneg, evel ''AlmanachAlmanak mad ar Vretouned'' pe kanaouennoù war follennoù-nij. E droidigezhioù eus ar Bibl hag eus an Testamant Nevez, a voe moullet e Bro-Saoz : {{formatnum:20000}} skouerenn evit ar Bibl ha {{formatnum:200000}} evit an Testamant Nevez !<ref>[http://protestantsbretons.fr/protestants/guillaume-le-coat/ Lec'hienn protestantsbretons.fr]</ref>
 
==Oberennoù==
Troet gantañ e brezhoneg :
*''[[Testamant Nevez]] hon Aotrou hag hon Zalver Jesus-Christ, lekeat en brezounek gant G. ar C'hoat'', moullet e 1883 hag advoullet e 1893)<ref> ''Un siècle de journalisme breton'', [[Lukian Raoul|Lucien Raoul]], Le Signor, 1981, p. 262</ref>
* [[Testamant Nevez]] ([[1893]]) <ref> [http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr</ref>
*''Ar [[Bibl]] Santel en pehini ema ar Gonvenans koz hag an hini nevez, troet en brezounek (iez Treger) hervez ar mammou-skrid hebre ha grek ha kemmet gant ar brasa evez euz an droedigeziou groet euz al levr ze er iezou all'', moullet e 1890, advoullet e 1894, 1897 ha 1904.<ref> ''Un siècle de journalisme breton'', [[Lukian Raoul|Lucien Raoul]], p. 262</ref>
* Ar [[Bibl]] ([[1897]])
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
==Liammoù diavaez==
* [[Testamant Nevez]] ([[1893]]) <ref> [http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr</ref> Testamant Nevez Koad 21]
 
{{DEFAULTSORT:Koad, Gwilh ar}}