Kentañ Levr ar Vakabeed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Met kendelc'her a reas ar c'hrogadoù ha kouezhañ a reas [[Youdas Makabai]]. E vreur [[Yonathan Makabai|Yonathan]] a gasas neuze ar stourmadeg – gwech oc'h ober emglev gant ar [[Impalaeriezh roman|Romaned]], gwech gant [[Sparta|Spartiz]], gwech o klas intent gant roue [[Siria]]. En diwezh e kouezhas ivez etre daouarn an enebourien (143 KJK). Kemer a reas [[Simon Makabai|Simon]] plas e vreur Yonathan evel "beleg-meur ha penngadour ha pennrener ar Yuzevien".<ref>1M. '''14''':47</ref> Ken brudet hag e vreudeur e voe Simon dre e galonegezh hag e garantez evit hêrezh e dadoù.
 
Pa daoler ur sell war an emsavadeg o doa renet e c'heller lavarout o doa dieubet o bro diouzh an estren, diazezet ur Stad yuzev dizalc'h, adsavet al Lezenn hag al lidoù hengounel ha degaset ar surentez d'ar bobl.<ref>Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 5, 1986, p 65</ref> Mervel a reas Simon e 134 KJK.<ref><q>Asmonidi</q> (diskennidi Asmon, familh ar Vakabeed) a voe graet eus diskennidi ar Vakabeed a renas war [[Israel]] goude : Yann Hirkan, Aristobul Iañ, Alesksandr Jane, Aristobul II, Hirkan II.</ref>
 
Dianav eo oberour Kentañ Levr ar Vakabeed ; skrivet e vefe bet an oberenn war-dro ar bloavezh 100 KJK.