Oberiadur brezel Barbarossa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 38:
 
An dagadenn-se a zo ur c'hemm bras e-pad an Eil Brezel-bed, betek-en e oa diazezet a-grenn war tachenn Europa kornôg met adal ar frapad-se ez eio war-zu ar bed a-bezh.
 
Goude ar stroñs diazez, pa gomprenas ar soudarded hag an trevourien ne oa ket un dieubidigezh eus 20 vloaz a gomunouriezh hollveliek met un dalc'hidigezh gant un ideologiezh marvus all e grogas ul lañs brogarour rusian kreñv [[Joseph Staline|Staline]] a implijo al lañs-se evit saveteiñ e ren hag ar vro war ar memes tro.
 
En ur laoskel d'an « Untermenschen » (brezhoneg:is-tud) ar choaz nemetañ etre ar marv pe dont da vezañ sklaved, an naziegezh a voe mammenn e lañs ar brogarouriezh er vro hag er vroadelouriezh ar [[stalinouriezh]]. Ouzhpenn da-se obererezhioù gwadus hag euzhus an [[SS]] hag an [[Einsatzgruppen]] a lazhadegas ur milion a yuzevien hag ur milion all (da nebeutañ) a drevourien eus an URSS a roas ar c'hoant da drec'hiñ an Trede Reich d'ar bobloù ezel d'an URSS.
 
An oberiadur-brezel Barbarossa a oa diazezet war selloù ideologel [[Adolf Hitler]] embannet gant e levr [[Mein Kampf]] embannet e 1925. Ar palioù a oa lies: