Oberiadur brezel Barbarossa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 42:
 
En ur laoskel d'an « Untermenschen » (brezhoneg:is-tud) ar choaz nemetañ etre ar marv pe dont da vezañ sklaved, an naziegezh a voe mammenn e lañs ar brogarouriezh er vro hag er vroadelouriezh ar [[stalinouriezh]]. Ouzhpenn da-se obererezhioù gwadus hag euzhus an [[SS]] hag an [[Einsatzgruppen]] a lazhadegas ur milion a yuzevien hag ur milion all (da nebeutañ) a drevourien eus an URSS a roas ar c'hoant da drec'hiñ an Trede Reich d'ar bobloù ezel d'an URSS.
 
Evel e 1914 e-penn kentañ ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]], Alamagn a zo gant ar soñj trec'hiñ buan: steuñv an oberiadur brezel Barbarossa a istim ne vo ezhomm eus 4 miz nemetken a-benn risañ nerzhioù milourel soviedel. An oberiadur brezel a bado eus miz Even 1941 betek Genver-C'hwevrer 1942, pa voe talet an nerzhioù alaman e-pad [[Emgann Moskov]]. Echuet e voe gant an darvoud-se kentañ pazenn ar brezel war an talbenn rusian.
 
An oberiadur-brezel Barbarossa a oa diazezet war selloù ideologel [[Adolf Hitler]] embannet gant e levr [[Mein Kampf]] embannet e 1925. Ar palioù a oa lies:
* Stourm a-enep ar [[Komunouriezh|gomunouriezh]]
* Trevadenniñ tiriadoù bevañs ([[alamaneg]]: [[Lebensraum]])
* Stourm a-enep an is-ouennoù (« Untermenschen »)
[[Restr:Greater Germanic Reich.png|thumb|250px|An oberiadur-brezel Barbarossa a oa an diaz evit krouiñ ar [[Reich Meur Alaman]] ([[alamaneg]]: [[Großgermanisches Reich]]. Aloubiñ an tiriad, lonkañ ar boblañsoù gwelet evel Aryaned, lakaat da sklav pe lazhadegañ ar re all ha goude-se trevadenniñ gant trevadennourien Alaman a ouenn]]