Oberiadur brezel Barbarossa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 72:
 
Engouestlet en ur brezel holl gant an [[Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|URSS]], industrielezh milourel Alamagn a vez rediet da vrasaat d'an uhelañ betek penn-kentañ ar bloavezh 1945.Ar Reich a implij 35 % eus e arc'hant e 1940, betek 65 % e 1944, evit ar frejoù milourel. Alamagn kentañ nerzh greantel ar c'hevandir, a bostae darn e nerzh ekonomikel war ar broduadur brezel, met ouzhpenn-se e voe rediet da gorvoiñ an holl nerzhioù greantel, ekonomikel, denel en Europa dalc'het (daou milion prizoniad gall korvoet en Alamagn) evit talañ ouzh ar c'holloù ramzel war [[Talbenn ar Reter]].
 
Adalek penn kentañ oberiadur brezel Barbarossa betek fin ar brezel, e Mae 1945, ar [[Wehrmacht]] a implijas darn e zanvezioù a-fed soudarded pe dafar war Talbenn ar Reter. Ne voe ket posubl adalek goañv 1942-1943 (koll [[emgann Stalingrad]]), da adpakañ al lusk tag, pe war tachennoù bihanoc'h-bihanañ an talbenn.
 
E-pad ar 4 bloavezh a bado ar brezel etre an Trede Reich hag ar Soviediz bez e oa, dalc'hmat, ur geidenn a 9 milion soudard engouestlet war Talbenn ar Reter.
[[Rummad:Eil Brezel-bed]]
[[Rummad:Oberiadurioù brezel an Eil Brezel-bed]]