Oberiadur brezel Barbarossa : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 73:
== Digoradur talbenn pouezusañ an Eil Brezel-bed ==
En ur zikleriañ brezel d'an URSS an [[Trede Reich]] a zigor un talbenn nevez hag a lonko muioc'h-mui a nerzh dezhañ betek bezañ lec'h diazez ar strivoù brezel a-fed denel pe dafar.
[[Restr:22june1941.jpg|thumb|22 a viz Even 1941 troadegiezh an [[Trede Reich]] o tremen an harzoù gant an URSS]]
Engouestlet en ur brezel holl gant an [[Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|URSS]], industrielezh milourel Alamagn a vez rediet da vrasaat d'an uhelañ betek penn-kentañ ar bloavezh 1945.Ar Reich a implij 35 % eus e arc'hant e 1940, betek 65 % e 1944, evit ar frejoù milourel. Alamagn kentañ nerzh greantel ar c'hevandir, a bostae darn e nerzh ekonomikel war ar broduadur brezel, met ouzhpenn-se e voe rediet da gorvoiñ an holl nerzhioù greantel, ekonomikel, denel en Europa dalc'het (daou milion prizoniad gall korvoet en Alamagn) evit talañ ouzh ar c'holloù ramzel war [[Talbenn ar Reter]].
|