Kenrouedad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adwel.
→‎Istor: Marv Ray Tomllinson.
Linenn 45:
Etre 1962 ha 1965 e oa bet studiet an treuzkas dre bakadoù gant strollad ar RAND evit al lu amerikan. Ar pal a oa derc'hel ar c'hehentiñ e ken kaz ma vije taget ar vro (da skouer, gant bombezennoù nukleel), ar pezh a c'halled ober gant an treuzkas dre bakadoù en ur rouedad kreizennet. Un diorrodur dizalc'h eus an ARPANET e oa : daoust ma oa bet savet da zerc'hel ouzh un argadenn, ne oa ket bet empennet an ARPANET da aesaat ar c'hehentiñ etre enklaskerien. Ne oa ket bet lakaet danevell Paul Baran e pleustr ha buan-kenañ e oa bet ankoukanac'haet.
 
Er mare-se e oa kaset an traoù war-raok er ((British National Physical Laboratory'' gant skipailh Donald Davies : an ''NPL Network'', ar rouedad mailhet kentañ diazezet war an treuzkas ''datagrammes'' (roadennoù a-bakadoù), a oa arc'hwelek. Met n'eo ket bet skrivet istor ar Genroudad gant [[Europa[|Europiz]] : an ARPANET e voe deroù ofisiel ar Genrouedad hiviziken.
 
E miz Eost [[1968]] e asantas an DARFA arc'hantaouiñ diorren dafar routa pakadoù an ARPANET. E miz Kerzu e voe fiziet an diorroadur-se en unan eus strolladoù an embregerezh Bolt, Beranek & Newman (BBN) eus [[Boston]]. Labourat a reas ar strollad-se gant Bob Kahn war adeiladezh ar rouedad. Roberts a wellae doareoù topologel hag armerzhel ar rouedad, Kleinrock a briente reizhiadoù muzuliañ ar rouedad.
Linenn 53:
Gant an ''Network Working Group'' (NWG), renet gant Stephen D. "Steve" Crocker (* [[1944]]), e voe echuet ar protokol kehentiñ a bost da bost anvet ''NCP'' (''Network Control Program'') e miz Kerzu [[1970]]. Degemeret e voe ar protokol-se etre [[1971]] ha [[1972]] gant an daou lec'hiad kevreet ouzh an ARPANET. Evel-se o doa gallet implijerien ar rouedad diorren an arloadoù.
 
E 19721971 e voe sevenet gant Raymond Samuel "Ray" Tomlinson (* [[1941]]-[[2016]]) an arload pennañ kentañ : ar postelerezh ; gantañ e voe adimplijet an arouezenn saoznek « @ » (''at'', "da") evit diforc'hañ an degemerer diouzh ar c'haser. E miz Here 1972 ez aozas Kahn an abadenn diskouez vras kentañ war an APARNET en ''International Computer Communication Conference'' (ICCC). An abadenn diskouez foran kentañ e oa bet.
 
Diwar an ARPANET e oa bet krouet meizad ar Genrouedad. Ar mennozh a oa reiñ tro da gevreañ rouedadoù a bep seurt an eil re ouzh ar re all : an ARPANET, kehentiñ gant loarelloù, kehentiñ dre skinoù. Deuet e oa ar mennozh-se gant Kahn e 1972, dindan an anv ''Internetting''. Gant komenad NCP an ARPANET ne c'halled ket ennagañ ostizoù e-maez an ARPANET, na reizhañ fazioù treuzkas a c'hallfe degouezhout. Divizout a reas Kahn neuze diorren ur c'homenad nevez, a zeuas da vezañ TCP/IP a-benn ar fin.