Kentañ Levr ar Vakabeed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Kemeret e voe e lec'h goude e varv gant e vab Youdas, lesanvet ''Makabai'' ("ar morzhol"). Gant ar c'hurioù a sevenas e teuas a-benn da skarzhañ an enebour diouzh ar vro war-bouez un nebeud kreñvlec'hioù, [[Jeruzalem]) en o-zouez. Glanaet e voe an Templ a oa bet diskaret<ref>Gouel [[Hanoukkah]] (gouel an Dedi) a zo bet savet e koun an darvoud-mañ</ref><ref> ''Dictionnaire culturel de la Bible'', Cerf/Nathan, 1990, p. 101 {{ISBN|978-2-204-04028-0}}</ref> e 164 ha goude marv Antioc'hos ec'h adkavas ar Yuzevien ar frankiz da lidañ o gouelioù evel a-raok.
 
Met kendelc'her a reas ar c'hrogadoù ha kouezhañ a reas [[Youdas Makabai]]. E vreur [[Yonathan Makabai|Yonathan]] a gasas neuze ar stourmadeg – gwech oc'h ober emglev gant ar [[Impalaeriezh roman|Romaned]], gwech gant [[Sparta|Spartiz]], gwech o klasklask intent gant roue [[Siria]]. En diwezh e kouezhas ivez etre daouarn an enebourien (143 KJK). Kemer a reas [[Simon Makabai|Simon]] plas e vreur Yonathan evel "beleg-meur ha penngadour ha pennrener ar Yuzevien".<ref>1M. '''14''':47</ref> Ken brudet hag e vreudeur e voe Simon dre e galonegezh hag e garantez evit hêrezh e dadoù.
 
Pa daoler ur sell war an emsavadeg o doa renet e c'heller lavarout o doa dieubet o bro diouzh an estren, diazezet ur Stad yuzev dizalc'h, adsavet al Lezenn hag al lidoù hengounel ha degaset ar surentez d'ar bobl.<ref>Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 5, 1986, p 65</ref> Mervel a reas Simon e 134 KJK.<ref><q>Asmonidi</q> (diskennidi Asmon, familh ar Vakabeed) a voe graet eus diskennidi ar Vakabeed a renas war [[Israel]] goude : Yann Hirkan, Aristobul Iañ, Alesksandr Jane, Aristobul II, Hirkan II.</ref>