Messerschmitt Me 262 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{|class="infobox" |- | colspan="2" align="center" bgcolor="#699" style="font-size:2em; color:#fff;" | '''Messerschmitt Me 262''' |- | colspan="2" align="center" | Restr:M..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 10 Meu 2016 da 22:55

Ar Messerschmitt Me 262 Schwalbe / Sturmvogel(brezhoneg: gwennelenn), berraet e Me 262,eus an Trede Reich a oa ar c'hentañ karr-nij flistradell oberiat. Al labour war korf ar c'harr-nij a oa bet kroget a-raok an Eil Brezel-bed. Kudennoù gant ar c'heflusker ha gant an uhelder nij a lakaas ar c'harr-nij da chom er-maez eus ar servij en nijlu Luftwaffe betek kreiz ar bloavezh 1944

Messerschmitt Me 262
Messerschmitt Me 262 Schwalbe
Messerschmitt Me-262A eus Walter Nowotny
Deskrivadur
Kefridioù Dezouger
Bombezer kreiz
Chase-noz
Farder MesserschmittAlamagn Alamagn
Ergrafer Dr Waldemar Voigt
Robert Lusser
Implijer kentañ Luftwaffe
Skouerennoù 1 430
Tresoù (kentel Messerschmitt Me 262)
Tres ur Messerschmitt Me 262

An Me 262 a oa primoc'h, hag armet gwelloc'h evit an holl kirri-nij a oa gant ar Gevredidi, zoken d'ar c'harr-nij Saoz flistradell Gloster Meteor. Gant un ermeg eus ar re modernañ e servij e-pad an Eil Brezel-bed , an Me 262 a oa bet implijet evit meur a rol:

  • Bombezer kren
  • Spierezh
  • Karr-nij emgann-noz arnodenn

Nijerien an Me 262 a gemer war o gont un hollad a 542 karr-nij kevredidi distrujet, hervez ar mammennoù e kaver ur sifr uheloc'h c'hoazh. Ar Gevredidi a-benn talañ ouzh ar c'harr-nij marvus-se a choazas da vombezenniñ anezhañ pa oa ouzh an douar pe da dagañ pa oa o tibradañ pe oerruout ouzh an traon.

Kudennoù keflusker dizehan, dre modernelezh ar motor Junkers Jumo 004 turboflistradell, an hini gentañ lakaet da vezañ savet druilh; Bombezadegoù an nerzhioù Kevredidi war ar mir-lec'hioù dour-tan a lakaas ivez da vezañ bihanig pouez an Me 262 er stourm. E fin ar brezel ar c'harr-nij en doa bet ur pouez dister a-fed sikour an Trede Reich da c'hounez ar brezel: implijet fall, lakaet e servij re ziwezhat hag ar bihan nivez anezho o nijal o kaout kudennoù motor, an arm nevez-se a spontas muioc'h ma ne drec'has.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.