Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
war-lec'h > war-lerc'h
Linenn 37:
Eus 1078 da 1093 e renas [[Rhys ap Tewdur]]. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an [[Normaned-saoz]] ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn [[Brycheinog]]. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an [[Normaned-saoz]]. E-pad un amzer e voe kaset e vab, [[Gruffudd ap Rhys]], d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war-dro [[Cantref Mawr]], a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.
 
Un emsavadeg vras a oa a-enep an [[Normaned-saoz]] e 1136 ha kevreañ a reas [[Gruffudd ap Rhys]] gant [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]]. Asambles gant [[Owain Gwynedd]] ha [[Cadwaladr ap Gruffydd]] eus Gwynedd e trec'has an [[Normaned-saoz]] en [[Emgann Crug Mawr]] e-kichen [[Aberteifi]]. Dieubiñ a rejont [[Ceredigion]] a oa un darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha [[Gruffudd ap Rhys]] a varvas er bloaz war-leclerc'h e plegennoù dianav.
 
Goude e varv e tremenas ar rouantelez d'e vibien [[Anarawd ap Gruffudd|Anarawd]], [[Cadell ap Gruffudd|Cadell]], [[Maredudd ap Gruffudd|Maredudd]] ha [[Rhys ap Gruffudd]]. Er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hoarveze alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil war-lerc'h egile. An hini yaouankañ, [[Rhys ap Gruffudd]], a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.