Ar Bobl : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 6:
Peder fajenn a oa er gazetenn ha skrivet e veze ar pennadoù, hanter-hanter, e brezhoneg hag e galleg. Danvez a bep seurt a oa e-barzh : politikerezh, keleier, kanaouennoù, bruderezh… Dindan vloaz e oa 600 den koumanantet d’ar gazetenn, e 100 kumun disheñvel tro-dro da Garaez. Moullet e veze 4000 skouerenn eus ''Ar Bobl'' ingal ha da vare ar votadegoù e veze moullet betek 6000 skouerenn.
Dont a reas tud da reiñ sikour da Jaffrennou, tud evel [[Leon ar Berr]] (Abalor) pe [[Loeiz Napoleon ar Rouz|Louis-Napoléon Le Roux]] (unan eus saverien [[Strollad Broadelour
Buan a-walc’h e sachas skipailh ''Ar Bobl'' trubuilhoù war e gein : taget e voe gant kazetennoù eus Pariz evel ''[[L'Aurore]]'' ha ''[[La Lanterne]]'' ha gant politikourien eus ar vro, a gave abeg e mennozhioù breizhek Jaffrennou. Meur a wech e voe graet prosez d’''Ar Bobl'' dirak al lezioù-barn. Kondaonet e voe da baeañ telloù-kastiz, abalamour da skridoù a oa bet kavet e wallvrudent politikour pe bolitikour.
|