Loeiz Napoleon ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Pa skrive pennadoù e sine bepred Louis N. Le Roux, rak ne felle ket dezhañ brudañ e eil anv-badez, “Napoléon”, a-hervez. Koulskoude eo-eñ an hini a stagas Napoléon ouzh e anv, ha den ne ouie perak. Pa zimezas ne roas nemet an anv ''Louis Marie Le Roux''.
 
Terc'hout a reas e 1913 eus ar Frañs etrezek bro Suis evit chom hep ober e goñje, klasket e voe gant Stad ar Frañs da adkas anezhañ en-dro met un taol kleze en dour e voe. Kemer a rae kentelioù Saozneg er Suis a-benn gellout mont etrezek Bro Saoz. [[28 a viz Genver]] [[1914]] e oa da vezañ deiz ar veaj met ur sizhun war-lec'h e lorc'he etrezek Bro Saoz.<ref>[ http://www.helensfamilytrees.com/murg03.htm ''Helen's Family Trees (Gwezenn familh hiniennel, pajenn Murphy/Ar Rouz)'']</ref>
 
Emouestlañ a reas en arme Breizh-Veur e miz Even 1916 betek miz Gwengolo 1917, pa voe diskarget dre abegoù mezkiel. Goude ar brezel e kemeras ar vroadelezh saoz.
Linenn 25:
E 1930 e oa distro hag-un-dro en Iwerzhon evit gwelladenniñ bez ar sturier broadelour [[Wolfe Tone]] (e bered [[Bodenstown]] e Co. Kildare). E 1933 e tilojas evit bevañ e IWerzhon, eno e vevas meur a vloaz e ti [[Kathleen Clarke]],intañvez [[Tom Clarke]],unan eus pennoù [[emsavadeg 1916]]. Gant sikour ar republikaned iwerzhonat e gavas ul labour en [[Irish Hospitals' Trust]]. Eno e laboure evit skour an estrenvro d'an aozadur, ar pal a oa rastelañ arc'hant evit ospitalioù Iwerzhon, hag evit ar skour-se er Stadoù-Unanet dre lotirioù met dindan un doare-kuzh dre ma oa difennet ar c'hoarioù-se er vro.
 
E 2008 gouarnamant IWerzhon a brenas paperioù prevez Loeiz da familh e gwreg. An dielloù-se a zo dedennus evit reiñ da anavezout war ar republikanerezh iwerzhonat e-penn kentañ an 20vet kantved. Kavet e vezont bremañ e Levraoueg broadel IWerzhon e Dublin. Er paperioù e vez adkavet eskemmoù lizhiri etre Loeiz-Napoleon ha pennoù republikan Iwerzhon, lod anezho o vezañ dreistveverien da Emsavadeg 1916. Dre an eskemmoù lizhiri puilh-se e oa bet kavet an tu gant Loeiz-Napoleon da vouetañ e pennadoù kazetenniñ pe e levrioù, met dre ar riskloù surentez e oa bet rediet da devel ar mammennoù ha da chom kuzh war an eskemmoù-se. Hiziv-an-deiz e vez studiet c'hoazh dielloù Loeiz-Napoleon gant istorourien Iwerzhon a-benn kompren gwelloc'h darvoudoù istor ar vro ha tro-spered ar republikaned iwerzhonat.
== Oberennoù ==
* ''Pour le séparatisme la question bretonne essai précédé du manifeste'', Ed. du Parti nationaliste breton - Roazhon, 1911