Kentañ Republik c'hall : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ rummadoù |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
* ''Ur pennad [[Republik c'hall]] zo ivez.''
'''Kentañ Republik c'hall''' , anvet '''République Française''' en-ofisiel, a vez lavaret gant an istorourien eus ar renadoù politikel parlamantel e [[Bro-C'hall]] hag a badas eus Gwengolo 1792 betek miz Du 1799. Degaset e voe gant an [[Dispac'h gall]], ha kemer a reas lec'h ar [[renad kozh]]diskaret d'an 10 a viz Eost 1792, pa voe kemeret [[palez an Tuileries]] e Pariz gant an dispac'herien.
Ren a reas war Bro-C'hall, evel m'hec'h anvavezer hiriv, ha war holl broviñsoù an [[Impalaeriezh santel]] a oa war lez kleiz ar stêr [[Roen]] hag a zo aet abaoe d'ober stadoù [[Belgia]], [[Luksembourg (bro)|Luxembourg]] hag ul lod eus stadoù [[Alamagn]].
==Konsulad==
[[File:Bouchot - Le general Bonaparte au Conseil des Cinq-Cents.jpg|upright|left|thumb|Ar jeneral Napoleone Buonaparte o kmer ar galloud gant Coup an 18 Brumaire.]]
Ar c'honsulad gall a grog gant [[coup an 18 Brumaire]] en 1799. Izili ar Renerezh, pe ar Renerien, a aozas an taol-stad o-unan. Napoleone Buonaparte a oa kenirienner a gemeras penn ar gouarnamant hag a voe anvet da Gentañ Konsul. Pemp bloaz, goude, e 1804n e vo anvet da Impalaer an [[Impalaeriezh c'hall kentañ]].
|