Diforc'hioù etre adstummoù "Paul Ladmirault"

268 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
==Buhezskrid==
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "[[Jili Raez]]" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh [[Gabriel Fauré]], ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton ezel e oa bet d'ar [[Strollad Broadel Breizh (1931-1944)|Strollad Broadel Breizh]]. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel [[Seizh Breur]] e oa. D’e heul ec’h emezelas buan [[Georges Arnoux]] ha diwezhatoc'hik [[Paol ar Flemm]]. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "[[Barddas]]", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
 
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg. <ref>[http://paolig.ladmirault.pagesperso-orange.fr/francais/index.htm ''Lec'hienn paolig.ladmirault.pagesperso-orange.f''r]</ref>
 
==Oberenn==
20 728

modifications