Tannhäuser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:John_Collier_-_Venusberg_Scene_from_Tannhäuser.jpg oa bet lakaet e-lerc’h Jcollier.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (File renamed: [[:commons:COM:FR#reasons|File renaming criterion
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
== Mojenn Tannhäuser ==
[[Skeudenn:JohnTannhäuser Collieren -el Venusberg, Scenepor fromJohn TannhäuserCollier.jpg|thumb|right|''In the Venusberg'' gant [[John Collier]], 1901]]
 
Tannhäuser a zeuas da vezañ ur seurt mojenn (testeniet azalek [[1430]]), hag a voe diazezet war e destenn anvet ''Bußlied''. Gwerzhioù a voe savet diwar e benn azalek [[1450]]. Hervez ar vojenn e vije bet Tannhäuser ur marc'heg hag ur barzh hag en dije dizoloet ''[[Venusberg]]'' (« Menez Gwener »), hag a oa annez dindan douar an doueez [[Gwener (doueez)|Gwener]]. Eno e vije chomet ur bloavezh-pad, hag en dije azeulet anezhi. Morc'hed a vije deuet dezhañ goude bezañ kuitaet Venusberg, ha neuze e vije aet da [[Roma]] peogwir en doa c'hoant da resev absolvenn ar pab [[Urban IV]]. Urban en dije respontet e oa ken dibosupl ha ma kreske bleunvioù war e vazh. Met tri devezh goude ma vije aet kuit Tannhäuser, e voe bazh Urban en he bleuñv. Neuze e vije bet kaset kannaded dezho da adkavout Tannhäuser, met ne gavjont ket anezhañ peogwir e vije distroet da Venusberg.