Tres (benveg) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Trescubano.jpg|thumb|230px|Un ''tres'' kuban]]
An '''''tres''''' (distaget [trεs:] diwar ar ger [[spagnolek]] ''tres'', "tri") zo ur [[benveg-seniñ]] kerdiner {{daveoù a vank}} – dre [[kordenn|gerdin]] eta – deveret diouzh ar [[gitar]], a soner war maezioù [[reter]] [[Kuba]] abaoe an {{XIXvet kantved}}. Ac'haleno eo aet da [[Puerto Rico|Buerto Rico]] ha d'ar [[Republik Dominikan]] er [[bloavezhioù 1930]] kent beajiñ betek [[Mec'hiko]] ha bezañ implijet gant sonerien [[Suamerika]] a-bezh.

E [[1892]] e voe degaset an ''tres'' da [[Meurlarjez|Veurlarjez]] [[Santiago de Cuba]] gant ar soner [[Nené Manfugás]]<ref>{{es}} Helio Orovio, ''Diccionario de la música cubana'', Libros Sin Fronteras, 1992 {{ISBN|978-9-9900-2508-8}}</ref>.

Hervez ar [[kenelgerzoniezh|c'henelgerzoniour]] {{daveoù a vank}} kuban [[Fernando Ortiz Fernández]] ([[1881]]-[[1969]]) ne voe ket ijinet an ''tres'' e Kuba end-eeun, pa oa anezhañ dija e [[Spagn]] kent an [[Impalaeriezh trevadennel Spagn|Impalaeriezh trevadennel]]<ref>{{es}} Fernando Ortiz Fernández, ''Instrumentos de música afrocubana'', Editorial Música Mundana, 1998 {{ISBN|978-84-86415-83-9}}</ref>.

Perzh heverkañ ar ''[[son Kuba|son cubano]] eo an ''tres''.
*''Tresero'' a reer e Kuba eus ur soner ''tres'', pa reer ''tresista'' anezhañ e Puerto-Rico.
Linenn 11:
Tri re gerdin zo ouzh ar benveg, alese e anv, c'hwec'h kordenn en holl eta. E pep rumm ez eus ur gordenn levn hag unan neudennet.

E Re leiañ {{daveoù a vank}} (''Dm'' en notadur [[angl-ha-sakson]]) e veze kentonet an ''tres'' gwechall, da lavarout eo Re-Fa-La, gant urzh an eilpennadenn gentañ : Fa-Re-La, eus ar c'herdin skiltrañ d'ar re voutañ.

Gant ar soner kuban [[Arsenio Rodríguez]] e voe degaset ar c'henton e Do muiañ (''CM''), Do-Mi-Sol, eilpennadenn gentañ ar c'hlotad o vezañ Sol-Do-Mi a skiltr da voud bepred. Hervez an doare hengounel e kentoner ar c'herdin evel-mañ : un eizhvedell zo etre ar c'herdin Mi (Mi3-Mi4, teir ha peder gwech skiltroc'h eget M1 ar skeul DoM), unson eo ar c'herdin Do (Do4-Do-4, peder gwech skiltoc'h eget Do1), hag un eizhvedell zo etre an div gordenn Sol (Sol4-Sol3, peder ha teir gwech skiltroc'h eget Sol1 – eilpennet eo an eizhvedell e-keñver hini ar c'herdin Mi eta) ; paotoc'h avat eo ar c'henton Mi4-Mi4, Do4-Do4, Sol4-Sol3.

Er ''son cibano'' a-vremañ e vez techet mui-ouzh-mui an ''treseros'' da gentoniñ un ton uheloc'h, e Re muiañ (''DM''), hag e daou zoare : La4-La3, Re4-Re4, Fa#4-Fa#4 pe La4-La3, Re4-Re4, Fa#3-Fa#4.