Yese : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Hervez [[Kentañ Levr Shmouel|kentañ levr Shmouel]] eo Yese<ref>Troidigezh Aviel Sant Mazhev renet gant [[Maodez Glanndour]], Al Liamm, 1969, p 9</ref> pe Ïsai pe Yishai (hebraeg יִשַׁי ) tad [[David (roue Israel)|David]] hag a vez alies anvet "mab Yese" (Ben Yshai). Kavout a reer ar stumm "Isaï" e troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]] (p 252).
 
Mab oa Yese da [[Obed]] a oa eñ mab da [[Boaz|Voaz ]] ha [[Ruth (Bibl)|RouthRout]]. E [[Betlehem]] e Bro [[Yehouda]] e oa o chom. Saver deñved oa. Eizh mab en doa. Tri anezho a vez meneget e kentañ Levr Shmouel (Eliab, Abinadab,Shamma<ref>Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p 251</ref>). David oa an hini yaouankañ. Goulenn a reas Shmouel gwelet holl vibien Yese a-raok oleviñ David evel ma c'hourc'hemennas Doue dezhañ <ref> 1S '''16''',1-13</ref>.
 
Alies e kaver en ilizoù "Gwezenn Yese" a ziskouez lignez douarel Jezuz peogwir ee eo Jezuz un lignez David hervez an [[Testamant Nevez|Eil Testamant]]<ref>Mazh'''1''', 1-17; Luk '''3''',23-38</ref>