Lannarstêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Ti-post - Rezistañs
Linenn 143:
** miz [[Kerzu]] [[1940]]: div nijerez a gouezhas e Lannarstêr, ur ''[[Bristol Beaufort|Beaufort]] I'' marilhet L4474 ha kodet MW-E, gant pevar nijour en he bourzh (lazhet e voent holl, douaret int bet e bered ar gumun), d'an [[20 Kerzu|20]], hag un ''[[Handley Page Hampden|Hampden]] I'' marilhet X3141 ha kodet VN-? d'an [[28 Kerzu|28]], gant pevar nijour en he bourzh ivez; tri anezhe a voe lazhet, douaret e voent e bered ar gumun; 2 000 a dud a zeuas d'o obidoù; an nijour all, ur [[Kanada|C'hanadian]], a zeuas a-benn da achap, met devet-grevus e oa bet, hag ar vaouez hag en-doa kuzhet anezhañ a rankas e reiñ d'an [[Alamagn|Alamaned]] dre hanterourizh ar Groaz-Ruz;
** miz [[C'hwevrer]] [[1943]]: d'ar [[7 C'hwevrer|7]] e kouezhas ur c'harr-nij arall eus ar Royal Air Force, un '''[[Handley Page Halifax|Halifax]]''' marilhet DT701 ha kodet NP-T, mervel a reas e seizh nijour, douaret e voent e [[Gwidel]] <ref>[http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_raf_morbihan.html Pertes RAF Morbihan]</ref>.
 
* Savet e voe un diazlec'h listri-spluj d'an [[Alamagn|Alamaned]] e Lannarstêr.
* Miz Gwengolo 1942: kemeret e voe 1000 Lur en ti-post gant tri ezel eus ar Rezistañs e dibenn ar miz <ref> Roger Leroux, ''Le Morbihan en guerre 1939-1945 '', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 175 </ref>.
 
* Miz [[Eost]] [[1944]]: c'hwec'h den nann-soudard eus ''Kervieg'' e [[Kaodan]] (daou baotr 14 vloaz en o mesk) a voe fuzuilhet e Manebos e Lannarstêr gant an [[Alamagn|Alamaned]] d'an [[9 Eost|9]], tamallet oute bout henchet an [[tank]]où [[SUA]]at en tachennoù minet; pemp milour alaman a voe barnet da varv abalamour d'an torfed-mañ, fuzuilhet e voent e miz [[Ebrel]] [[1946]] e [[Koedlogon]]; tri den nann-soudard, Joseph Le Saëc hag e zaou vab, Joseph hag Yves, eus ''Kerroc'h'' en [[Henbont]] a voe fuzuilhet tro 3 eur goude merenn d'an [[9 Eost|9]] e Kamp Sant-Udeg ivez <ref>''Lanester, histoire d'une Libération'', 1995, pajenn 19</ref>; eizh den nann-soudard eus Lannarstêr a voe fuzuilhet gant an [[Alamagn|Alamaned]] d'an [[26 Eost|26]] <ref>René Le Guénic, ''Morbihan - Mémorial de la Résistance'', 1998, pajennoù 308-309</ref>.
<gallery>
Linenn 362 ⟶ 361:
[[Rummad:Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed]]
[[Rummad:Bombezadegoù ar Re Gevredet e Breizh e-pad an Eil brezel-bed]]
[[Rummad:Argant tapet e tiez-post ar Mor-Bihan gant tud eus ar Rezistañs e 1944]]
[[Rummad:Sankenn an Oriant]]