Kloerdi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
*ur ''c'hloerdi bras'' a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.
 
Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an [[Iliz katolik roman]] dalc'het e [[Trento]] (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom. [[Carlo Borromeo|Sant Charlez Borrome]] (1538-1584) an hini oa a grouas ar c'hloerdi kentañ en e eskopti a v/Milan ([[Milano]]).
 
Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez.
Linenn 26:
*e Bro-Roazhon e oa kloerdi bihan e Kastell-Jiron, kloerdi bras e Roazhon.
 
Da heul lezenn an disparti etre ar Stad hag an Iliz e 1905, daou gloerdi a vez kavet e pep kêr gant un eskopti : ar c'hloerdi kozh, bet piaouet gant ar Stad hag ur c'hloerdi nevez, savet en hanterad kentañ an 20vet kantved hag alies a-walc'h dilezet ha gwerzhet e penn diwezhañ ar c'hantved. E Roazhon, da skouer, ar c'hloerdi kozh, o skeiñ war ar blasenn Hoche, a roas bod da Gevrenn al Lizhiri ha Skiantoù MabdenMab-den ar Skol -Veur betek 1967 ha, da c'houde, da Gevrenn ar Skiantoù Ekonomek eus Skol Veur Roazhon I. Daou gloerdi pe dri, evit gwir : e Roazhon, ouzhpenn an daou re veneget, e vez kavet an hini bet savet er XVIIvet kantved ha diberc'hennet e-pad an Dispac'h bras (e straed Echange emañ, deuet a-hed ur prantad da ospital an armeoù Ambroise Paré).
 
==Daveoù==