Kaozeal:Orbitenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
::::::Lennit an holl zaveennoù a zo bet ouzhpennet hag e vo komprenet ganeoc'h n'haller ket reiñ da grediñ d'al lennerien n'eus nemet eus ar ger "orbitenn" e brezhoneg... evel ma oa bet skrivet gant an implijer LLydawr da gentañ-penn. Marteze e vije bet furoc'h klask dastum boued sof-kont e-barzh an holl c'heriadurioù en ho kerz a-raok kregiñ da-vat. Un ali personel ha netra ken, evel-just.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 12 Ebr 2016 da 11:23 (UTC)
::::::: Me sonje din ne oa ket pal wikipedia bezañ ur geriadur, nebeutoc'h c'hoazh geriadur an henvelsterioù. Evit ar pezh a sell ouzh an daveennoù e rank ar wiki brezhoneg bezañ an hini nemetañ ma vez ret reiñ un daveenn war ger-mañ ger ha n'eo ket war danvez ar pennad e-unan. Daoust ha petra a zo pouezhus deoc'h-c'hwi? Ma c'hellfe unan deskin ha komprenn petra eo un orbitenn (pe forzh peseurt heñvelster a blijo deoc'h implij daoust ma z'eo ar ger-se a vez implijet er skoloioù diouzh ar pezh a gomprennan) e brezhonek pe gouzout e vez graet gant ar ger bitrak e geriadur Ménard met gant ar ger strak e geriadur an Here, ha c'hoazh gant brulu e geriadur Franser Vallée? Adarre, ma fell deoc'h klokaat ar pennadoù ha degas boued ouzhpenn ez eo dres pal ar raktres. Hag adarre ivez, pajenoù adkas a vez tu d'ober evit diluziañ implij henvelsterioù. Ha setu ez eo erru hiroc'h ar c'haozeadenn evit ar pennad e-unan! Biskoazh kement-all!--[[Implijer:LapinSpluj|LapinSpluj]] ([[Kaozeadenn Implijer:LapinSpluj|kaozeal]]) 13 Ebr 2016 da 08:38 (UTC)
::::::::Demat deoc'h ivez, A-raok mont pelloc'h, lezit ac'hanon da reizhañ un nebeud gerioù implijet ganeoc'h uheloc'hik : he'''ñ'''velsterioù, war '''ar''' ger-mañ'''-'''ger, deski'''ñ''', kompre'''n''', a gompre'''n'''an, e brezhone'''g''', Fra'''ñ'''se'''z''' Vallée, paje'''nn'''où, ar '''g'''aozeadenn.
::::::::N'em eus ket komprenet mat ster ho frazenn "Evit ar pezh a sell ouzh an daveennoù e rank ar wiki brezhoneg bezañ an hini nemetañ ma vez ret reiñ un daveenn war ger-mañ ger ha n'eo ket war danvez ar pennad e-unan." 'm eus aon...
::::::::Boulc'het e oa bet an traoù gant an implijer Llydawr, hag eñ o c'houlenn : "E pennadoù all war dachenn ar steredoniezh e reer gant ar ger '''kelc'htro"'' evit se (s.o. [[Egorlestr]], [[Gourizad asteroidennoù]]...)." gant gwir abeg. Dibabet ho poa ober gant "orbitenn", ur ger ha ne gaver nemet e-barzh geriaoueg Kreizenn ar Geriaouiñ ha normal eo e vefe tennet hoc'h evezh war an dra-se ha mat pell 'zo ! A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 13 Ebr 2016 da 09:26 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Orbitenn".