Emsavadeg ar Bonedoù ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ skeudenn
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
* E Breizh-Izel e voe reuz er maezioù, gant kouerien, hag anvet eo '''''Emsavadeg ar Bonedoù ruz''''', dre ma veze gwisket ar beizanted gant [[boned]]où ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E [[Kerne]]v hag e [[Treger]] dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz [[Gouere]] hag [[Eost]].
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù zo evel [[Dinan]], [[Gwened]], hag e [[Roazhon]] muioc’h c’hoazh.
== Kenaroud ==
Evit arc'hantaouiñ [[Brezel Holand]] (1672-1678), ar Roue [[Loeiz XIV]] en deus ezhomm mammennoù arc'hant nevez. Divizet e oa bet neuze da sevel tailhoù nevez. Da gentañ tiez ar paper-timbr, un tailh war ar paper-timbr enaouet e miz Ebrel 1674. Ar paper-se a oa bet lakaet da rediñ en implij evit an holl skridoù justis (testamantoù, kevradoù gwerzh hag ar marilhoù ganedigezh).
 
* Evit an dud foran e oa brasaet koustoù an oberiadurioù e-liamm gant ar justis.
* Evit labourerien ar gwir e oa ur riskl da welet o zanvez labour o vont war zigresk dre un niver bihanoc'h a oberiadurioù a-berzh ar bobl.
 
An holl dud a zo neuze kounaret gant an tailh nevez. D'ar [[27 a viz Gwengolo]] [[1674]], gwerzh ar butun a zo miret gant ar roue, un tailh a zo lakaet warnañ met ouzhpenn-se e oa lakaet e-plas Tiez ar butun. An dud aotreet da werzhañ butun a adpren miroù ar genwerzhourien difennet dezho bremañ d'e werzhañ. An adaozadur-se a blant reuz en hentoù dasparzh, ar butun da vutuniñ pe da chaokañ a zo ralet anezho, ar vutunerien hag ar genwerzhourien a zo kounaret.
 
Er memes mare, un tailh nevez a zo savet war al listri-staen (kement war ar re gwerzhet evit war ar re perc'hennet a bell amzer), ar beizanted pinvidik, an davarnerien a zo tapet fall hag a lakao ar prizioù da greskiñ a-benn adpakañ ar c'holloù nevez. Ar re-se kement hag ar pratikoù fuloret.
== Red an darvoudoù ==
Klevet e vez ez eus bet un emsavadeg e [[Bourdel]] a-enep tailhoù ’zo (nebeut a dra e gwirionez). En em sevel a ra an dud e kêr [[Roazhon]] d’an [[3 Ebrel|3 a viz Ebrel]] [[1675]] pa glevont ar c’heloù. Lakaet eo an arigrap war burevioù [[butun]] ha war burev ar [[paper timbr]] e [[Breujoù Breizh]].<br />