Robinson Crusoe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Minus interwiki link now provided by Wikidata
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Robinson Crusoe 1719 1st edition.jpg | thumb|Kentañ embannadur ''Robinson Crusoe'' e 1719 ]]
 
'''Robinson Crusoe''' (/ˌrɒbɪnsən ˈkruːsoʊ/ hervez an distagadur saoznek) zo ur romant [[saoznek]] gant ar skrivagner saoz [[Daniel Defoe]], embannet en 1719. Savet eo diwar buhez ar moraer [[Alexandre Selkirk]]. Skrivet eo er c'hentañ gour unan. C'hoarvezout a ra en un enezenn didud ma chom Robinson e-pad 28 vloaz. Anaoudegezh a ra gant un den a vo anvet friday[[Friday]] gantañ hag o-daou e vevont meur a vloaz hep gallout kuitaat an enez.
 
 
==Istor==
Hervez an embannadur kentañ e 1719 e oa skrivet al levr gant Robinson Crusoe e-unan, ma kredas al lennerien e oa gwir ar fedoù. Hemañ e oa an titl en e hed : ''The Life and Strange Surprizing Adventures of Robinson Crusoe, Of York, Mariner: Who lived Eight and Twenty Years, all alone in an un-inhabited Island on the Coast of America, near the Mouth of the Great River of Oroonoque; Having been cast on Shore by Shipwreck, wherein all the Men perished but himself. With An Account how he was at last as strangely deliver'd by Pyrates'' .
 
Robinson Kreutznaer e oa anv ar moraer a dremenas 30 vloaz en un enez distro ha didud, nepell diouzh [[Trinidad]], ma kavas debrerien-tud, prizonidi, moraerien emsavet, a-raok bout tennet aleshont.
 
Savet e vefe bet an istor diwar buhez [[Alexander Selkirk]], ur Skosad a vevas gant e gi en un enezenn eus ar [[meurvor habask]], anvet "Más a Tierra", er-maez da [[Chile]], hiziv [[isla Robinson Crusoe]] abaoe 1966, met mammennoù all zo bet kinniget ivez.
 
==E brezhoneg==