Abrobin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennig...
Linenn 11:
==Troidigezh==
Un droidigezh e vije al levr, daoust ma n'eo ket skrivet war ar golo. Troidigezh diwar betra avat ?
Marteze diwar oberenn [[saoznek]] ar skrivagner saoz Daniel Defoe, ''Robinson Crusoe'', bet embannet e 1719. Se n'hall ket bezañ pa seller eus niver ar pajennoù : en embannadur saoznek gant [[Penguin]], e 2004, e konter 288 pajenn<ref>Fichenn embannadur Robinson crusoeCrusoe gant [[Penguin Classics]] : 288 pajenn : [https://www.penguin.com.au/products/9780141439822/robinson-crusoe]</ref> pa n'eus nemet 160 pajenn e brezhoneg.<br />
 
Splann eo n'eo ket ar skrid orin zo bet lakaet e brezhoneg, nag an droidigezh c'hallek anezhañ zoken. Neuze n'hall bezañ nemet un embannadur gallek evit bugale. Marteze hini ar [[Bibliothèque verte]] (an hini kentañ a oa bet graet e [[1938]]), a oa 252 bajenn ennañ koulskoude, hag a vefe bet krennet c'hoazh ouzhpenn evit embann e brezhoneg<ref>{{fr}} [http://www.livre-rare-book.com/displayImage/CDV/imgro70104116.jpg]</ref>. Met marteze eo troet diwar un embannadur bennak all, pe adsavet daou pe dri embannadur gallek evit ar yaouankiz war un dro.