Ekologiezh politikel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 24 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q1661415 (translate me)
D uioù-koukoug posubl/posupl, lerc'hel/lec'hel
Linenn 1:
{{Ekologiezh politikel}}
 
An '''ekologiezh politikel''' a zo un ideologiezh politikel a gav e orinoù, e keñver istor hag e keñver menozioù, er stourmoù evit difenn an endro, met ivez e stourmoù [[diveliouriezh|diveliour]] ar [[bloavezhioù 1960]] ha 1970 (hippied, [[Mae 68]], h.a.). Evit pal en deus da grouiñ ur gevredigezh soutenablsoutenapl (''sustainable''). An ekologourien politikel a lavar ez eo un alternativenn kement d'an [[tu-dehou]] [[kevalaouriezh|kevalaour]] pe [[mirouriezh|mirour]] ha d'an [[tu-kleiz]] [[marksouriezh|marksour]], daoust ma n'em lec'hiont alies diouzh an tu-kleiz. Kondaoniñ a reont da skouer an holl ideologiezhoù all (kement re an tu kleiz ha re an tu dehou eta) evit bezañ [[ampletuzouriezh|ampletuzour]] ha [[bevezouriezh|bevezouriezh]]. Int a lavar lakaat ar ''bezañ'' da gentañ, pa lakfe an ideologiezhoù politikel all ar ''kaout'' da gentañ. A dra sur d'an nebeutañ, an ekologiezh politikel a zo ur gwir [[familh ideologel]] nevez, bet krouet er [[bloavezhioù 1970]].
 
Un nebeut eus ar menozioù a framm an ekologiezh politikel:
*Lakaat war-raok ar produiñ hag ar c'henwerzh lerclec'hel (ar [[c'helc'hiad berr]]) evit dioroiñdiorroiñ an ekonomiezh lerclec'hel, bevenniñ ar muiañ posublposupl an niver a hantererien, ha chom hep saotrañ-re dre an transportoù.
*A-enep d'an [[energiezh nukleel]] ha d'an teknikoù risklus pe saotrus dre-vras (ar [[Benvegadoù Kemmet en un doare Genetek]] - BKG - da skouer) o lakaat war-raok [[reolenn ar ragevezh]]. Hervez ar reolenn-se eo ret chom hep lakaat e pleustr un teknik nevez keit ha ma 'n eus ket bet prouet en un doare skiantel ne lakfe ket en arvar yec'hed ar boudoù bev, pe ar viosferenn en un doare hollek.
*Stourm a-enep d'ar saotradur el labour-douar ([[nitrat]]où, h.a.), dre zioroiñziorroiñ al [[labour-douar biologel]] (hag a rank tamm-ha-tamm kemer plas al [[labour-douar industriel]]).
*Un engouestl kreñv evit dioroadurdiorroadur an demokratelezh er gevredigezh, o klask lakaat war-raok an demokratelezh an tostoc'h posublposupl eus ar poblañs : bez ez int evit diorendiorren ar votadegoù kenfeurel, evit ma kemerfe perzh ar brasañ niver a dud en divizoù (""participatory democracy"" ha ""deliberative democracy"" e saosnegsaozneg), hag evit klask tizouttizhout ar muiañ posublposupl ur c'henemglev er c'hemer divizoù (d.l.e. e rank an demokratelezh doujañ d'ar minorelezhioù evito).
*Lakaat taosoù ekologel war an holl oberiantizoù saotrus. Ar gouarnamant a rankfe ivez paouez da reiñ sikourioù d'an oberiantizoù-se (labour-douar industriel, industriezhoù saotrus, transportoù saotrus, h.a.).
*Digastizañ implij an drammoù war skouer an [[Izel-Vroioù]].
*Un [[demokratelezh bevrannvroel]] o eztaolañ er bed politikel ar bevennoù ekologel.
 
Dre ma n'eo ket liammet an ekologiezh politikel en un doare sklaer ouzh ur c'hlasad sokial nag ouzh ur strollad interestoù resis, ne gresk ar strolladoù ekologel nemet en un doare goustad dre vras. Er stadoù dioroetdiorroet e tap [[ar re C'hlas]] etre 3 ha 12% eus ar mouezhioù a geidenn, o kemer perzh er galloud alies evel kevelerien a eil renk (daoust ma 'z int deuet da vezañ eil strollad an tu kleiz e broioù evel Bro C'hallFrañs pe Alamagn).
 
LieseurtLiesseurt eo familh an ekologiezh politikel, enni is-familioù par d'an [[ekoanarkouriezh]], an [[ekobenouriezh]], an [[ekorannvroelouriezh]], an [[ekomirouriezh]], h.a. Stourmoù a bep seurt a vez renet gant an ekologourien par d'ar [[peoc'hgarouriezh]], d'ar [[stourmoù enep-nukleel]], d'ar stourmoù evit [[difenn gwirioù al loened]], h.a.
 
==Mont da wellet ivez==