Harz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm

Linenn 1:
{{LabourAChom}}

An '''harz''' pep tra pe [[degouezh]] a laka traoutraoù pe dud da chom a-sav. Diwar ar [[ster]] pennañ e teu meur a implij. Pa vez lakaet un harz d'un den e lavarer eo bet harzet ha peurvuiañ gant tud o deus diskouezet o nerzh pe o [[aotrouniezh]] evit rediañ an hinienn da vont ganto. A wechoù e vez lakaet un harz da red an traoutraoù, da lavaret eo e mirer an traoutraoù rakwelet da vont pelloc'h. Da skouer pa vez [[tennadeg]]où gant armoù-tan e c'hell bezañ divizet ma vo lakaet un harz d'an tan, kaout un [[emglev]] evit ma vo un [[harz-tan]].
Koulskoude, unan eus an implijoù brasañ a zo en [[douaroniezh]] pa vez kaoz eus ur [[skoilh]] pe eus un diforc'h a ya da chañchcheñch ar vuhez. Un harz douaroniel a c'hell bezañ fetis (ur [[stêr]], ur [[menez]], ur [[koad|c'hoad]]) pe difetis ([[levezon]] un [[hin]]ad. Un harz velestradurel pe bolitikel (etre ar riezoù) a c'hell bezañ termenet ivez diwar ar fed ma 'z eus un dra fetis e lec'h-mañ-lec'h.

== Harz politikel pe velestradurel ==
Darnoù brasañ an Douar a zo bet poblet gant nebeut a dud e-pad miliadoù a gantvedoù. E kompezennoù bras e veve [[kantread|kantreidi]] ne oant evit embann ma veze harzoù etre o vandennadoù. Ne rae nemet klask boued evit o [[loen doñv|loened doñv]] pe heuliañ al loened gouez o doa ezhomm eus anezho (ar [[bizon]]ed evit an Amerikaned-hag-Indianed, da skouer).

Dre an nerzh e veze kemeret pastelloù-bro hag e kreiz [[Azia]] ez eus bet meur a [[impalaeriezh ar stepinier]] e korf an [[Istor]].

TermeniñTermenañ an harzoù etre ar [[beli]]où a zo bet graet a-gozh, met ne oa ket ret ober e pep lec'h a-raok m'eo bet savet ar [[riez]]où modern, ar pezh a zo bet lañset war-dro ar {{17vet kantved}} e [[Europa]]. E meur a gornioù er Bed e veze lezet [[marzhoù]] (broioù ar marzh) e-lec'h ne veze ket ur veli hepken o ren pe e veze lezet diveli (pe [[emrenerezh|emren]]) an dud a veve e kornioù-bro kazi digenvez (koadoù bras, [[geun]]ioù, menezioù).

Gant donedigezh ar [[riez westfaliat]] e teu ezhomm klask sevel harzoù termenet mat a c'hell bezañ linennoù evit kontrolliñ [[monedone]] an dud hag ar [[marc'hadourezh|varc'hadourezhioù]] pe evit plantañ [[kreñvlec'h]]ioù m'eo posublposupl drezo difenn tud ar riezoù all aloubiñ ar vro.

Dre ma 'z eus bet meur a [[brezel|vrezel]] e Europa goude 1500 e ya meizad an harz riez da vezañ hini an harz milourel da gentañ, evel m'en deus graet ar marichal [[Sébastien Le Prestre de Vauban]] p'en deus savet kreñvlec'hioù tro-dro d'ar riez gall. Graet en deus dre urzh ar roue gall [[Loeiz XIV a Vro-C'hall|Loeiz XIV]] hervez tres an harzoù nevez goude m'eo bet aloubet meur a diriad ([[Elzas]], [[Kornôg Flandrez]], Kontelezh-Frank, [[Norzh-Katalonia]], etc...) diwar-goust ar Spagnoled hag ar [[priñs|briñsed]] [[Alamagn|alaman]].

== Harz armerzhel ==