Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1678050 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal) Adlakaat ger reizh testeniet (Geriaouegi Diwan da sk.)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver:
 
:*''Ar sokialouriezh en ur vro nemetken''. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posublposupl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an ''dispac'h diehan'' kelennet gant Trotski.
 
:*An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispacdisparc'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizouttizhout live ar [[komunouriezh|gomunouriezh]] er bed-holl.
 
Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en [[Unaniezh Soviedel]] er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an [[houarn]] hag ar [[glaou]].
Linenn 22:
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
 
Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an [[Unaniezh Soviedel]] dindan beli C'hrouchtchov o vont war hent an [[eurogomunouriezh]] hag o leuskel war lerc'h diazennoùdiazezennoù ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]].
 
[[Republik Poblek Sina]] avat a savas a-nep da bolitikerezh [[enep-adwelouriezh|adwelour]] o kenderc'hel da zifenn ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar [[maoouriezh|vaoouriezh]] da ideologiezh ofisiel [[Sina]] e lec'h ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]]-rik e savas [[Enver Hoxha]] a-enep dezhañ. Ur [[renad]] stalinour-rik e oa hini [[Albania]] neuze.