Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disheñvelout...
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:KubrickForLook.jpg|thumb|350px|right|emboltred eus Kubrick]]
'''Stanley Kubrick''' (bet ganet er [[Bronx]], [[Kêr New York]] d'ar [[26 Gouere|26 a viz Gouere]] [[1928]] – marvet e [[Harpenden]], [[Bro-Saoz]], d'ar [[7 Meurzh|7 a viz Meurzh]] [[1999]]) a oa ur sevener-fimoù filmoù eus ar [[Stadoù-Unanet]]. Soñjal a ra ar c'halz eus an dud a-vicher ez eus anezhañ gwellañ filmaozer istor ar [[sinema]].
 
 
== E yaouankiz ==
Stanley Kubrick a zo bet ganet d'ar 26 a viz Gouere 1928 e [[New York]] er Bronx, en ur familh genidik eus [[kreiz Europa]]. Gwan a-walc'h war al labour er skol, c'hoari an [[echedoù]] a oa unan eus e zudioù betek bezañ un ivoul. Huñvreal a rae dont da vezañ soner jazz. Met d'e drizekvet deiz-ha-bloaz e voe profet dezhañ ur benveg poltridiskeudenniñ. An dudi nevez a droas da c'halvidigezh evitañ. Dont a reas da vezañ e -karg eus poltridi e skolaj. Diorren a reas e varregezhioù e-pad an oad krenn, betek ma kemeras ur poltred a roas dezhañ ul labour er gazetenn ''Look''. War ar skeudenn e veze gwelet ur gwerzher kazetennoù o leñvañ abalamour da varv ar prezidant [[Franklin Delano Roosevelt|Roosevelt]]. Deuet eo ar poltred-se da vezañ brudet er bed a-bezh. Labourat a reas evit ar gazetenn-se e-pad pevar bloaz.
 
== E oberenn er sinema ==
Linenn 10:
Etre [[1950]] ha [[1951]], ez eas gant ur mignon war tachenn ar sinema (n'eo ket bet en ur skol sinema james) en ur labourat war daou film-berr : ''Day of the fight'' hag a zanevell istor ur [[boks]]er, an eil film, anvet ''Flying padre'', un istor beleg. E [[1953]], e sevenas e gentañ film, ''Fear and desire''. Ar film-mañ, savet gant arc'hant roet gant tud tost da Gubrick, a zo diwar-benn ur strollad soudarded zo e karg da vont a-dreñv talbenn an enebourien, a-benn tagañ ur strollad soudarded all. Met diwezhatoc'h, Kubrick a glaskas adtapout holl gopiennoù ar film-mañ. Hervezañ, ne oa ket mat a-walc'h ar film (sin e youl da dizhout palioù peurvat).
 
E [[1955]] e labouras war ur film nevez : ''Killer's Kiss'', e-lec'h ma tiskouezas e zreistelezh dibar da labourat war ar poltrediñ hag ar skeudennoù. BraventezhBraventez alkimiezh ar c'hoari war ar gwenn ha du a zo ral kenañ er prantad-se eus istor ar sinema. Gant ar film-mañ e kejas ouzh [[James Harris]], ur produer dizalc'h eus reizhiad [[Hollywood]]. Asambles e kroujont ar gevredigezh ''Harris-Kubrick Picture''.
 
Goude-se, e [[1956]], e sevenas e drede film, ''The Killing'', istor ur strollad laeron o klask tagañ un ti-bank, kontet gant ur vouezh off. Mont en-dro ar film hag e istor a vefe digomprenus ma ne vije ket eus ar vouezh-se. E-barzh ar film-mañ e vez gwelet levezon ar flash-backoùflashbackoù implijet gant [[Orson Welles]] e-barzh [[Citizen Kane]] (''The Killing'' a levezono kalz ur film all : ''Reservoir Dogs'' sevenet gant [[Quentin Tarantino]]). E-pad aozadur ar film-mañ e lakas Kubrick e pleustr e soñjoù war ar vicher sevener ha filmaozer : evitañ, ur sevener a rank bezañ er memes koulz leurenner ha teknikour.
 
E [[1957]] e sevenas ur film nevez gant [[Kirk Douglas]], anvet ''Paths of Glory''. Ur film diwar-benn ar c'hentañ brezel bed eo. Strollad-meur arme [[Bro-C'hall]] a ziviz aozañ un dagadenn war ur savadur-brezel alaman zo kontet diziskarus. Kas soudarded da seveniñ ar gefridi-se a dalvez o c'has d'ar marv holl-gwitibunan. E-pad an arsailh e tistro ar soudarded d'ar fozelloù peogwir eo diposupldibosupl kemer ar savadur. Met pennoù an arme a ziviz kastizañ d'ar marv un nebeud soudarded. An abeg : dizerterezh. An dra-se a gaso d'ur prosez e-lec'h ma tiskouez Kubrick neantiz ar brezel, ha darvoudoù bet c'hoarvezet evit gwir. Er film-mañ e implijas [[travelling]]où war-gil e-barzh ar fozelloù. Doareoù implijet ha kopiet alies diwezhatoc'h e filmoù disheñvel gant tud all. Met Kubrick a ziskouezas ivez e oa barrek da fromañ en un doare fin ha speredek (da skouer pa'n em lak ur plac'h da ganañ dirak ar soudarded). Skeudenn arme Bro-C'hall a zo fall-kenañ e-barzh ar film. Ne vo skignet e [[Bro-C'hall]] ken nemet e [[1975]]. Ar studio an hini n'en dije ket bet c'hoant e skignañ abretoc'h ha ne vije ket bet difennet gant ar stad evel ma vez laret alies-kenañ.
 
E [[1960]], [[Kirk Douglas]], hag a laboure war ''[[Spartacus (film)|Spartacus]]'', a c'houlennas ouzh Stanley Kubrick seveniñ ur film e-lec'h [[Anthony Mann]] hag a oa broc'het gant Douglas. Neuze e echuas ar film-mañ, met ne oa ket laosket kalz a frankiz dezhañ : kalz eus ar prantadoù eus ar film a zo bet troc'het gant ar studio, met war prantadoù ar senario, e vez gwelet sklaer roudoù Kubrick. Goude-se e guitas Hollywood evit mont da [[Bro-Saoz|Vro-Saoz]], hag embann a reas ne sevenfe ket filmoù nevez hep kaout ur vestroni ha gwirioù a bep seurt war e film (senario, ar produiñ, ar ''final-cut'', hag all,...). Diwar kement-mañ ez eus ganet ur seurt mojenn diwar-benn e bersonelezh : hini ur sevener a blij dezhañ bezañ e-unan, a-gostez eus ar bed.
Linenn 23:
Adalek [[1963]], Kubrick a broduas e filmoù e-unan. Adlabourat a reas gant Peter Sellers war ur film diarbennerezh nevez : ''Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb''. Er film-mañ, Kubrick a implij unan eus e ankenioù koshañ, hag anken kalz a bolitikourien d'ar mare-se, ar vombezenn atomek. Ur jeneral eus an arme amerikan troet da sot, a ziviz bannañ ur vombezenn atomek war an [[URSS]]. Met e Rusia, an dra-se a zistegn ur sistem ardivink bombezennoù savet evit distrujañ ar bed. Evit enebiñ ouzh an arvar-se, an Amerikaned a c'houlenn sikour an Dr Strangelove. Peter Sellers eo a c'hoari ar skiantour foll-mañ. Strangelove a zo ul luadenn eus an holl skiantourien nazi deuet da labourat gant an Amerikaned goude ar brezel (da skouer : Werner Von Braun) : ne baouez ket da sevel e vrec'h en ur laret "Heil" pe "Mein Führer", hag all, hag all... Ar film-mañ en deus plijet kalz d'an dud, zoken re eus ar strolladoù mirourien.
 
Goude ar film-mañ, Kubrick a gemeras muioc'h-muiañ a amzer evit ober e filmoù, troet da sot gant ur c'hoant d'ober traoù peurvat penn-da-benn. E [[1964]], Stanley Kubrick a souezhas e endro en ur lavaret en doa c'hoant seveniñ ur film a skiant-faltazi filmet en egor. Goude bezañ bet gwelet an holl filmoù a skiant-faltazi savet betek-henn e tivizas Kubrick a labourat gant [[Arthur C. Clarke]]. 1968 a zo un deizaddeiziad a gemmoù evit istor ar sinema gant film nevez Kubrick ''2001, a space Odyssey''. Diaes kenañ eo diverrañ ar film. Marteze o vezañ m'eo ur film diwar-benn dazont hag istor an denelezh. War an holl savboentoù (arouezel, prederourel, arzel...) eo marteze brasañ penn-oberenn eus istor ar sinema. Un niver a demoù anfin a vez kavet er film-mañ : eus ganedigezh mab-den, ganedigezh an emskiant, dazont hor spesad, hag all, hag all... Hag ar film a-bezh filmet gant sonerezhioù klasel brudet kenañ. Evit ar film-mañ, Kubrick a resevas un Oscar evit an efedoù ispisial (labouret en deus gant ar NASA evit tresañ e batromoù). Adalek ar poent-se e c'heller laret ez eus ur mare a-raok ''2001, a space Odyssey'' hag ur mare goude. Ar film-mañ, evit e levezon hag e bouez, a zo da lakaat war ar memes renk ha ''[[Citizen Kane]]'' gant [[Orson Welles]] : filmoù dibar ha dibarus<!-- petra 'dalv ar ger-mañ ?-->.
 
Kuitez da vezañ beuzet gant raktresoù ramzel, Kubrick a zivizas kregiñ da labourat war ur film bihanoc'h : un istor tennet eus ul levr skrivet gant [[Anthony Burgess]], a c'hoarvez en ur Rouantelezh-Unanet aotrouniek en amzer dazont, ''A Clockwork Orange''(1971). Ar film a c'hell bezañ displeget gant ar ger-stur-mañ : "Istor un den yaouank a zo dreist-holl dedennet gant ar gwallerezh, an dreist-feulster ha Beethoven". Un diskouezadeg eus ar feulster hag ar folentezhfollentez eo ar film-mañ. Met ar film a zo bet treuzkomprenet (da skouer : tud yaouank o deus bet emzalc'hoùhioù feuls kenañ goude bezañ bet gwelet ar film). Met deuet eo da vezañ ur film brudet er bed a-bezh. Kubrick a ziskouez ur wech c'hoazh e varregezhioù da filmañ perzhioù dibar mab-den. E-pad skignerezh ar filmoù, kregiñ a reas da gontroliñ ha da ensellout skouerioù ar film ha da weladenniñ al lec'hioù skignañ. ReseviñResev a reas lizhiri feuls ha tagus a-hed an amzer, ar pezh a lakas anezhañ da rediañ ar Warner da dennañ ar film eus ar salioù sinema (an dra-se a ziskouez e wir galloud war embregerezhioù ar sinema, ur galloud dibar a-hed an istor).
 
=== Ur sell war ar rouestl denel ===
Kubrick a grogas da labourat war unan eus e huñvreoù : ober ur film diwar-benn [[Napoléon Bonaparte]]. Met ne c'hellas ket dre ma ne blije ket d'an dud ar filmoù nevez-savet diwar-benn an impalaer. Setu ma sevenas ur film tennet eus ul levr dianavezet skrivet gant [[Thackeray]], ''The Memories of Barry Lyndon''. E-pad ar seveniñ, Kubrick a roas skouerioù eus e ivoul eus ar c'hoant ober ur film peurvat : filmañ a reas ouzh sklerijenn gouoùgouloù-koar hepken. Filmet eo bet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]], met Kubrick, ankeniet gant kudennoù ar vro gant an IRA, a guitaas ar vro. Ar film a voe resevet fall-kenañ er Stadoù-Unanet e-lec'h ma oa gwelet evel un oberenn gorrek-kenañ. Met en Europa e voe ar c'hontrol penn da benn. Plijet en doa abalamour da vraventezhvraventez ar skeudennoù (hervez tud'zo, pep skeudenn eus ar film-mañ a zo evel un daolenn eus [[Rembrandt]]), da zoareoù kontañ an istor, da zoareoù filmañ ken disheñvel ha ken ispisial implijet gant ar sevener.
 
Ar film a heulias a genoberas kalz da skeudenn ispisial Stanley Kubrick. En ur seveniñ anezhañ e lakas kalz a dud da welet anezhañ evel un den drouk, techet d'ar fulor ha brashuñvreer . ''The Shining'', ur film tennet eus ul levr skrivet gant [[Stephen King]], e lec'h ma tiskouez Kubrick ur familh oc'h en em dreuzfeurmiñdreuzfurmiñ en ur mekanik distruj. Labouret en deus war an istor ha ar senario hep pediñ ar skrivagner da genlabourat gantañ. Ar follentezhfollentez o kregiñ tamm ha tamm e barzh spered Jack (c'hoariet gant [[Jack Nicholson]]) a zo deuet da vezañ mojennel en istor ar sinema. Ar seveniñ dibar, ha gwelet a-wechoù evel peurvadpeurvat, a implij c'hoarioù gant ar gouloù hag an deñvalijenn. Evel e barzh holl filmoù Kubrick, e vez gwelet merk e seveniñ en un doare splann (travelingoù, bezañs kreñv eus ar stummoù geometrek, planioù hir, hag all, hag all...). E-pad prantad seveniñ ar film, e goudrouzasgourdrouzas an aktourezaktorez [[Shelley Duval]] a ratozh-kaer, evit ma yafe er stad-spered a felle dezhañ e vefe. Evit pep mare eus ar film, Kubrick a felle dezhañ o ad-filmañadfilmañ betek kant gwech (hag a wechoù e vez ad-graetadgraet met an aktourien ne ouzent ket perak, Kubrick na zisplege ket). Ar film az aio mat endro e salioù ar bed a-bezh.
 
''Full metal Jacket'', e film nevez, a zo diwar-benn brezel ar [[Viet-Nam]]. Ur film feulz kenañ eo : Kubrick a voe rediet da dennañ skeudennoù'zo evel ur c'hrogad mell-droad etre soudarded o kemer penn un enebour evel bolotenn. Met ar fazi brasañ d'ober gant ar film-mañ, eo gwelet anezhañ evel ar pezh n'emañ ket : ur film-brezel. Kubrick a labouras war unan eus ar sujedoù e-lec'h m'emañ ar barrekañ : ar varbarelezh hag ar gouezder. Un diskouezadeg eus an oberenn dizeneladur a vez kavet e-barzh pep brezel eo ar film-mañ. Filmet eo bet penn da benn e banlevbannlev [[Londrez]], memes ma c'hoarvez an hanter eus darvoudoù ar film e Viet-Nam. Met ar film n'eus ket bet graet un degemer mat dezhañ. [[Francis Ford Coppola]] hag [[Oliver Stone]] o doa dija garet o labour war brezel Viet-Nam, hag an dud o deus gwelet ''Full Metal Jacket'' e-giz ur film brezel heñvel ouzhpenn.
 
Evit e film diwezhañ, Kubrick a labouras e New York. ''Eyes Wide Shut'', gant [[Nicole Kidman]] ha [[Tom Cruise]], a zo ur film tennet en un doare dieub-kenañ eus un danevell skrivet gant [[Arthur Schintzler]]. Pa oa o seveniñ ''A clockwork orange'', Kubrick a zisplegas : "Tem an istor eo an dud o deus c'hoant kaout stabilded, boazioù, urzh en o vuhez met er memes koulz o deus ur c'hoant a drioù-kaer, ur c'hoant distruj. Al levr a c'hoari da lakat tal-ouzh-tal oberoù ar gwaz gant huñvreoù e vaouez ha goulenn a ra ''hag-eñ ez eus ur wir diforc'h etre huñvreal un doganiñ pe en ober evit gwir ?'' ha n'eo ket un istor aes da gontañ met me gav din eo unan eus bravañ istorioù Schintzler [...]". Kubrick a varvas ar [[7 Meurzh|7 a viz Meurzh]] [[1999]], a-raok ma vefe skignet ar film er salioù sinema, amzer dezhañ da zamechuiñ an urzhiañ eus ar film.
Linenn 51:
 
== Arroudennoù Kubrick ==
* "Tuet on kalz d'an torfedourien ha d'an arzourien ; n'eus lod deuzoutoanezho hag a gemerfe ar vuhez evel m'emañ. Pep istor skrijus a rank bezañ ur stourm gant an traoù evel m'emaint." (''New York Time Magazine'', 1958)
 
* "Ne gav ket din e labour ar skrivagnerien, al livourien, ar sevenerien peogwir o deus un dra da lavaret ; met peogwir e santont un dra bennak. Karout a reont ar stumm arzel : karout a reont ar gerioù ; pe plijout a ra dezho c'hwezh al livaj ; pe mod all ar keluloid, ar poltridi pe al labour gant an aktourienaktored. Evidon, james n'eo bet hentet un arzour gant ur sav-poentsavboent kelennus, memes pa grede e oa." (''The Observer'', 1960)
 
* "En un doare hollek, me gav din eo ret derc'hel ho mennozioùmennozhioù e-keñver al leurennañ evit ar prantad diwezhañ toud ha implijout endro ha sujed evit diazezañ ar pezh ho peus c'hoant filmañ. (...) Ar pezh a gont ar muiañ, eo adpleustriñ ar pezh ho peus c'hoant filmañ ha gwelet mat ma z'z eus un dra bennak dedennus da filmañ. Goude, ha nemet goude, eo ret prederiañ war ar "penaos". Ar "penaos" a dremen atav goude ar "petra". An danvez hag ar mennozioùmennozhioù a erru e penn-kentañ toud. Goude e c'heller prederiañ war an doare da filmañ. Ar mennozioùmennozhioù leurennañ na vezont james kavet e-barzh ur senario." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Ul lodenn eus an arz arnevez a zo dizedennus, e lec'h m'he deus krouet ur sorc'henn eus ar perzhioù dibar ur skouerenn a oberennoù e lec'h ma c'heller kavout perzhioù-orin ha dibar met dizedennus penn -da -benn. (...) D'am soñj e barzh danvezioù' zo, ar sonerezh dreist-holl, e c'heller, un distro d'ur stumm klasel a zo a-bouez ha rediet a-benn paouez an enklask difrouezusdifrouezhus eus an dibarelezh. Evel-just evit ar filmoù n'o deus ket ar memes kudennoù peogwir an emzalc'h e-keñver ar sinema a zo mirour-kenañ. Ar filmoù a c'helfehellfe mont kalz pelloc'h eget ar pezh e reont. Sur eo e vefe kalz plijusoc'h sellet filmoù e lec'h ma kaver un tamm follentezhfollentez. D'an nebeutañ e vefent dedennusoc'h." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret e barzh el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Klask a ran bezañ an degemerusañ a zo posublposupl pa lennan ul levr. E-penn kentañ e klaskan ersaviñ en un doare dibreser. Se' zo ma doare nemetañ da varnañvarn, hervez an ersaviñ eeunigeeunik ha prim-mañ. (...) Ma z'z eus un dra hag a zo dibakus evit kazi holl sevenerien en hor bed eo ar pezh a sant un den bennak pa wel unan eus o filmoù. Un toull bras a ziforc'h ar pezh a santit c'hwi p'emaoc'h o paouez echuiñ ur film hag ar pezh a sant un den p'emañ o paouez e welet ar wech kentañ. EurusamantEüruzamant evidon, n'am eus james dibabet un istor hag en dije enouet ac'hanon goude un tamm amzer. D'am soñj e vefe un dra spontus evidon." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Ar skeudenn gwirion na drehont ket ha ne z' a ket e-barzh danvez an traoù. Ar pezh a zedenn ac'hanon bremañ, eo ar fed da gemer un istor faltaziek ha dihañval ha da glask mont betek penn an danvez, hag ober evel ma seblantfe gwirion ha didec'hus." (Film Comment vol. 3, n°3)
 
* "Mab-den a zo en em distaget eus ar relijion, ranket en deus saludiñ marv an doueoù hag an doareoù-gourc'hemenn al lealegelzh ouzh stadoù-broad emaint oc'h en emo dispennañtispenn hag eus un tu all an holl talvoudoù kozh, kement sokial hag etnek, emaint o steuziañ. Mab-den an XXvet kantved a zo bet taolet en ur vag distur en ur mor dianavezet. M'en deus c'hoant nompaznompas pennfoliñ ha derc'hel ur spered yac'hus e pad an dreuzadenn, e rank kavout un dra da oberiñ ha da brederiañ diwar e benn, un dra hag a vefe pouezusoc'h egetañ." (''Playboy'')
 
* "Ar skrivagnerien evel ar sevenerien o deus tamm pe damm ar memes kudennadur : petra eo pouez an istor ? Daoust hag n'eo nemet un doare-ober evit sachañ evezh an dud p'emañ an arzour oc'h ober e labour soutil war tachennoù all e varregezh estaoliñ ? Da lavaret eo daoust hag eo an istor an elfenn pouezhusañ, pe n'eo nemet un doare da broduiñ plijadur ha kenderc'hel da zisachañ, gwir dedenn an arzour a vefe hentet war-zu an dioroadur spis ? Ha ne anavezan ket ar respont d'ar goulenn-mañ." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)