Hieronimos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Domenico Ghirlandaio - St Jerome in his study.jpg|thumb|280px|Sant Hieronimos, troour ar [[Bibl]] e [[latin]], en e sal-studi, [[murlivadur]] gant [[Domenico Ghirlandaio]], e 1480, en iliz [[Ognissanti]], e [[Firenze]], en [[Italia]].]]
[[Restr:Caravaggio St Jerome.jpg|thumb|250x172px|''Hieronimos'', gant [[Michelangelo Merisi da Caravaggio]], e 1607, en iliz-veur [[Valletta]], e [[Malta]].]]
'''Yerom'''<ref>[[Roparz Hemon]], ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.836a.</ref> (e brezhoneg) pe '''Hieronimos''', pe « '''Eusebius Sophronius Hieronymus''' » (e latin), pe '''[[Hieronymos]]''' (e gregach), ganet war-dro 347 e Stridon, entre [[Pannonia]] ha [[Dalmatia]] ([[Kroatia]] hiriv) ha marvet d'an [[30 a viz Gwengolo]] [[420]] e [[Betlehem]], a oa ur [[manac'h]] hag a droas ar [[Bibl]] e [[latin]] (ar [[Vulgat]]), ma'z eo anavezet evel [[doktor an Iliz]], hag unan eus ar pevar den zo bet anvet Tadoù an Iliz, a-gevret gant [[Ambroaz Milano]], [[Aogustin Hippo]] ha [[Gregor Iañ]], hag evelto anvet da [[sant]].
 
== E vuhez ==
Studier e oa e [[Roma]], ha da 25 bloaz e teuas da vout kristen goude un hunvre kevrinus e-kerzh ur c'hleñved. Ur chomadenn a reas e [[Galia]] hag alese ez eas d'an [[Douar Santel]] e 373. Ur pennad e voe penitiour e Chalcis e [[Siria]], er mervent da [[Antioc'heia]], en [[Azia Vihanañ]], ha beleget e voe eno.
 
E 383 e voe dibabet gant ar pab [[Damasus Iañ]] da sekretour ha goulennet gantañ treiñ ar Bibl, e [[yezh ofisiel]] an Impalaeriezh, al latin. Pa varvas ar pab e rankas kuitaat Roma ha distreiñ d'an [[Douar Santel]] gant [[Paula]], ur Romanez a ouenn uhel.