Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
'''Unix''' ('''UNIX®''' eo ar merk marilhet ent ofisiel, a vez skrivet a-wezhioù <span style="font-variant: small-caps;">Unix</span>, pe <span style="font-variant: small-caps;">Unix</span>® gant pennlizherennoù bihan) a zo ur [[reizhiad korvoiñ]] evit an urzhiataerioù diorroet da gentañ-penn adalek [[1969]] hag a-hed ar [[bloavezhioù 1970]] gant ur strollad implijidi eus ar c'hevredad [[AT&T]] en arnodvaoù [[Bell Labs]] Murray Hill en New Jersey ([[Stadoù Unanet]]), en o zouez [[Ken Thompson]], [[Dennis Ritchie]] ha [[Douglas McIlroy]]. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.
 
Ar [[merk marilhet]] ''UNIX®'' a zo hizivikenhiviziken (e 2007 bepred) perc'henniezh [[The Open Group]], ur c'hengevread reoladoù greantel. Reizhiadoù kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) ouzh [[Spizadur eeun UNIX]] eo ar re nemeto a c'haller ober "UNIX®" anezho (ar re all a reer "Reizhiadoù Unix-heñvel" pe "[[Unix-heñvel]]" anezho).
 
E-kerzh dibenn ar [[bloavezhioù 1970]] ha derou ar [[bloavezhioù 1980]], levezon Unix er metoù skolveuriek en deus graet dezhañ bezañ degemeret a-vras(dreist-holl ar varienn [[Berkeley Software Distribution|BSD]], a zeu eus [[Skol-Veur Kalifornia, Berkeley]]) a-berzh plog embregerezhioù, [[Sun Microsystems]] eo an hini heverkañ anezho. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadoù testeniekaet diouzh Unix, reizhiadoù korvoiñ "Unix-like" (Unix-heñvel) evel [[Linux]] ha [[Berkeley Software Distribution|BSD]] zo deuet da vezañ boutin-kenañ.
Linenn 88:
[[Restr:Solaris10.jpg|thumb|250 px|Un endro burev Unix modern ([[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris 10]])]]
 
E 2000 e werzhas SCO e obererezh UNIX hag e gaoudoù a-bezh da Caldera Systems, hag a gemmas diwezhatoc'h e anv da The SCO Group. An aktour nevez-mañ a grogas neuze gant un ensav gwiraouel enep da lies implijer ha pourvezer eus Linux. SCO a lakae en a-raok e vez kavet e-barzh Linux kod Unix miret strizh e wirioù ha perc'hennet bremañ gant The SCO Group. E-touez al lakadennoù all ez eus gwalladur sekredoù-kenwerzh gant [[IBM]], pe gwalladurioù kevrat a-berzh arvalien gozh Santa Cruz a zo tremenet da Linux dibaoe. Neoazh e savas Novell a-enep da SCO pa embanne hemañ edo en e gerz gwirioù eilañ diaz kod UNIX. Hervez Novell, SCO (ha da heul the SCO Group) a zo e gwirionezhgwirionez oberataerien frañchizet ouzh Novell ; en e berc'henniezh e vije ivez ar gwirioù eilañ pennañ, gwirioù veto war obererezhioù aotreiñ SCO da zont, ha 95% eus korvoder ar gwirioù aotre. Dinac'h a reas The SCO Group kement-se, ha dont a reas an dael da vezañ ar breud [[SCO vs. Novell]].
 
E 2005, [[Sun Microsystems]] a embannas ar bras eus kod e reizhiad Solaris (diazezet war [[UNIX System V]] Release 4) en ur raktres [[tarzhioù digor]] [[OpenSolaris]] e anv. Technologiezhoù Sun OS nevez evel ar reizhiad restroù [[ZFS]] a zo bremañ embannet da gentañ evel kod tarzhioù digor dre ar raktres OpenSolaris ; e 2006 hemañ diwezhañ en doa roet lañs da lies dasparzhadenn nann-Sun evel [[SchilliX]], [[Belenix]], [[Nexenta]] ha MartuX.
Linenn 167:
Gant Unix e vez stoket variennoù [[eur ar reizhiad]] evel an niver a eilennoù tremenet abaoe hanternoz d'ar [[1añ Genver|1<sup>añ</sup> a viz Genver]] [[1970]] (ar "[[Koulz Unix|c'houlz Unix]]") e variennoù eus ar seurt <code>[[time t]]</code>, termenet ent istorel evel "anterin 32-bit sinet". D'an [[19 Genver|19 a viz Genver]] [[2038]], an eur red a winto eus ur zero heuliet gant 31 unan (<code>01111111111111111111111111111111</code>) da un unan heuliet gant 31 zero (<code>10000000000000000000000000000000</code>), pezh a adderaouo an eur d'ar bloavezh 1901 pe 1970, diouzh an enkorfadur, dre ma eilpenno ar [[bit sin]]. O vezañ ma implij meur a arload roudennadoù eus levraouegoù ar RK evit jediñ an deiziad, skog kement-mañ a c'hellfe anadiñ kalz abretoc'h eget 2038 ; da skouer e c'hellfe ur prest war gampi 30 bloavezh-pad bezañ jedet direizh adalek ar bloavezh [[2008]].
 
O vezañ m'eo ral a wezh eztaolet e furmad an [[eur Unix]] deiziadoù a-raok 1970, un diskoumdiskoulm posublposupl, hag a zo kenglotus ouzh ar furmadoù binarel bezant, a vefe adtermeniñ <code>time_t</code> evel "anterin 32-bit ansinet". Koulskoude, un [[talfasat|dalfasadenn]] evel-henn ne rafe ken nemet dreistlec'hiañ ar gudenn d'an [[7 C'hevrer|7 a viz C'hwevrer]] [[2106]], hag e c'hallfe silañ drein e meziantoù a genveria daou deskad eurioù.
 
Aozadennoù zo eus Unix o deus pledet gant kement-mañ endeo. Da skouer, gant Solaris war reizhiadoù 64-bit, <code>time_t</code> a zo 64 bit e hed, da lavaret eo ar RK e-unan hag an arloadoù 64-bit a embrego reizh an deiziadoù 292 miliard a vloavezhioù-pad (meur a wezh muioc'h eget [[oad an hollved]]). Arloadoù 32-bit hag a implij un <code>time_t</code> 32-bit a zalc'ho da vont en-dro war reizhiadoù Solaris 64-bit, met techet ez vint c'hoazh d'an draen 2038.