[[File:Franciszek Smuglewicz Esther before Ahasuerus 1778.jpg|thumb|Ester dirak Ahashverosh, gant [[Franciszek Smuglewicz]], 1778]]
'''Ester''', anvet ivez Hadasa, eo penntudenn [[levr Ester]] er [[Bibl]].<br />
Merc'h eo da Avihail, eontr [[Mardec'hai]], met kollet he doa he zad hag ehe mamm ha savetdesavet e oa bet gant Mardec'hai.
==An istor==
Setu penaos e kinnig troidigezh [[An Tour-Tan]] istor Ester :
<blockquote>
" « [[Shoushan]]<ref> "Sus" e troidigezh Gwilh ar C'hoad</ref> eo kêrbennkêr-benn rouantelezh [[Persia]] ha Media, hag ar roue , er mare-se , [[Kserses Iañ|Ahashverosh]] (<ref>Assureus e troidigezh [[Gwilh ar C'hoad]], hag a vefe Kserses Iañ hervez an istorurien) .</ref>. [[Vashti]], ar rouanez, a zisplij dezhañ, hag e teu Ester, ur [[Yuzev|Yuzevez ]] a-douez an harluidi, da gaout e c'hrad-vat ha da vezañ kemeret gantañ da rouanez, hep gouzout e oa ur Yuzevez anezhi. [[Haman]], kentañ maodiern ar roue, a zeu da anavezout ar wirionez : itrikañ a ra neuze, enep ar Yuzevion, ul lezenn a-berzh ar roue evit o raskañ diwara-ziwar ar vro. Kuzuliet gant [[Mardec'hai]], he zad-mager, Ester a ya, war var he buhez, da gaout ar roue evit tennañ he c'henvroidi diouzh dorn Haman. D'an diwezh, setu dieubet ar Yuzevion hag enoret Marc'hedai e-lec'h Haman, e enebour. Diwar an darvoud-se en deus savet Mardec'hai evit ar Yuzevion gouel ar "[[Pourim]]", d.l.e. ar sordoù, rak dre ar "Pour", ar sord, e oa bet laket gant Haman an deiz evit diouennañ ar Yuzevion. ha bep bloaz, abaoe ar mare-se, e lidont e-kreiz an ebatoù eñvoradur an darvoud displeget e levr Ester (Est '''9''', 20-32)." » <ref> Toidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1985, p311p.311 </ref>
</blockquote>
Un arouez eus pobl [[Israel]] o stourm ouzh an heskinerezh eo Ester. Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl ivez. Pa seller eusouzh ster [[relijion|relijiel]] al levr e kaver, evel-just, ragevezh [[Doue]] e-keñver e bobl.
==Daveoù==
|