Ester : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Ester-Castagno.jpg|thumb|upright 1.5|Ester, hervez [[Andrea del Castagno]], war-dro 1450.]]
[[File:Franciszek Smuglewicz Esther before Ahasuerus 1778.jpg|thumb|Ester dirak Ahashverosh, gant [[Franciszek Smuglewicz]], 1778]]
'''Ester''', anvet ivez '''Hadasa''', eo penntudenn [[levr Ester]] er [[Bibl]].<br />
Merc'h eo da Avihail, eontr [[Mardec'hai]], met kollet he doa he zad hag he mamm ha desavet e oa bet gant Mardec'hai.
 
Linenn 7:
Setu penaos e kinnig troidigezh [[An Tour-Tan]] istor Ester :
<blockquote>
«&nbsp;[[Shoushan]]<ref> "Sus" e troidigezh Gwilh ar C'hoad</ref> eo kêr-benn rouantelezh [[Persia]] ha [[Media]], hag ar roue, er mare-se, [[Kserses Iañ|Ahashverosh]]<ref>Assureus e troidigezh [[Gwilh ar C'hoad]], hag a vefe Kserses Iañ hervez an istorurien.</ref>. [[Vashti]], ar rouanez, a zisplij dezhañ, hag e teu Ester, ur [[Yuzev|Yuzevez ]] a-douez an harluidi, da gaout e c'hrad-vat ha da vezañ kemeret gantañ da rouanez, hep gouzout e oa ur Yuzevez anezhi. [[Haman]], kentañ maodiern ar roue, a zeu da anavezout ar wirionez : itrikañ a ra neuze, enep ar Yuzevion, ul lezenn a-berzh ar roue evit o raskañ a-ziwar ar vro. Kuzuliet gant [[Mardec'hai]], he zad-mager, Ester a ya, war var he buhez, da gaout ar roue evit tennañ he c'henvroidi diouzh dorn Haman. D'an diwezh, setu dieubet ar Yuzevion hag enoret Marc'hedai e-lec'h Haman, e enebour. Diwar an darvoud-se en deus savet Mardec'hai evit ar Yuzevion gouel ar "[[Pourim]]", d.l.e. ar sordoù, rak dre ar "Pour", ar sord, e oa bet laket gant Haman an deiz evit diouennañ ar Yuzevion. ha bep bloaz, abaoe ar mare-se, e lidont e-kreiz an ebatoù eñvoradur an darvoud displeget e levr Ester (Est '''9''', 20-32).&nbsp;» <ref> Toidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, 1985, p.311 </ref>
</blockquote>
Un arouez eus pobl [[Israel]] o stourm ouzh an heskinerezh eo Ester. Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl ivez. Pa seller ouzh ster [[relijiel]] al levr e kaver, evel-just, [[ragevezh Doue]] e-keñver e bobl.