Franz Kafka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} (5), {{Link GA|ja}} using AWB (10902)
D clean up, replaced: → (77), , → ,, removed: Rummad:C'hoarierien echedoù using AWB
Linenn 1:
{{Infobox Skrivagner
| anv = Franz Kafka
| skeudenn = Kafka1906.jpg
| ment =
| alc'hwez = Franz Kafka, war-dro 1917
| anv mat =
| anv pluenn =
| obererezh = romantoù, danevelloù, deizlevr
| deiziad ganet = [[3 Gouere|3 a viz Gouere]] [[1883]]
| lec'h ganet = e [[Praha]]
| deiziad marv = [[3 Mezheven|3 a viz Mezheven]] [[1924]]
| lec'h marv = e Kierling ([[Klosterneuburg]]), [[Aostria]]
| yezh = [[alamaneg]]
| luskad =
| rumm =
| enorioù =
| oberennoù pennañ = *[[An Treuzstummadur]]
* [[Ar Prosez]]
* [[Ar C'hastell]]
| traoù ouzhpenn =
| sinadur =Franz_Kafka's_signature.gif
| ment sinadur =
| lec'hienn = http://www.kafka.org/
}}
 
Linenn 28:
'''Franz Kafka''' a zo bet ganet d'an [[3 Gouere|3 a viz Gouere]] [[1883]] e [[Praha]], [[Aostria-Hungaria]], ha marvet d'an [[3 Mezheven|3 a viz Mezheven]] [[1924]] e Kierling ([[Klosterneuburg]]), [[Aostria]].
 
Skrivagnour [[Aostria|aostrianaostria]]n-[[Tchekoslovakia|tchekoslovak]] ha c'hoarier [[echedoù]] amatour.
 
Ma 'z eo brudet Franz Kafka a-drugarez da zaou romant : ''{{lang|de|Der Prozeß}}'' ([[Ar Prosez]]) ha ''{{lang|de|Das Schloß}}'' ([[Ar C'hastell]]) ha d’un danevell, ''{{lang|de|Die Verwandlung}}'' ([[An Treuzstummadur]]) he zitl, e ranker lavarout ez eo kalz ledanoc’h e oberenn. Unan eus he ferzhioù pennañ eo an aergelc’h a denn d’ar gwallhuñvreoù, ha d’ur gevredigezh beuzet dindan ar bureverezh hag a wask an dud. Hervez [[Hendrik Marsman]] eo an aergelc’h-se un “ergorelezh iskis-tre.” Alies e lavarer ez eo oberenn Kafka un arouez eus plas mab-den en hon amzer. Re all a soñj dezho n’eo ket un taol-arnod, ur stourm enep “nerzhioù uhelañ”, a-benn adreiñ d’an den ar frankiz da zibab evitañ e-unan.
Linenn 34:
== E vuhez ==
 
Franz Kafka a zo bet ganet e [[Praha]]. E dad-kozh, Jacob Kafka a zeue eus ur gêr vihan anvet Osek. En em staliañ a reas e Praha hag eno e tigoras ur stal. Mab Hermann Kafka (1852-1931) ha Julie Kafka, bet ganet Löwy (1856-1934), eo Franz Kafka. Daou vreur en deus bet, Georg ha Heinrich, an daou anezho bet marvet pa oant bugel (e 1885 hag e 1887), ha teir c’hoar : Gabrielle (Elli) (1889-1941), Valerie (Valli) (1890-1942) hag Ottilie (Ottla) (1892-1943). E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe kaset an teir anezho da c’hetto Łódź , ha mervel a rejont ennañ pe en ur c’hamp-kreizennañ. E-unan e voe Franz e-pad e vugaleaj. E yezh-vamm a voe an alamaneg.
 
Yuzev e oa familh Kafka. Gant Kafka e vez taolennet e dad (diaes e voe an darempredoù kenetrezo) evel ur fougaser hag un den mestronius. Memes ma ne oa ket gwall zon an darempred gant e vamm, e seblant Kafka bezañ bet dedennetoc’h gant he familh dezhi, brudet evit bezañ desket, er c’hontrol da hini e dad.
 
 
Etre 1889 ha 1893 ez eas Kafka da skol kentañ-derez Fleischmarket (« Marc’had ar c’hig », hiziv an deiz straed Másna) e [[Praha]]. A-fed deskadurezh yuzev e lidas e vBar Mitsva pa voe 13 vloaz, hag e kemeras perzh peder gwech ar bloaz el lidoù er sinagogenn.
Linenn 78 ⟶ 77:
En ul lizher a gasas da Oskar Pollack e miz Genver [[1904]] e tispleg Kafka : "Ul levr a rank bezañ ur vouc’hal a droc’h ar mor skornet a zo ennomp, sed ar pezh a gredan.” Lavarout a rae ivez : “Ma ne zihunomp ket abalamour d’un taol meilh-dorn war hor penn roet gant al levr emaomp o lenn, da betra lenn anezhañ ?”
Hervez Kafka e ranker skrivañ evel ma vefec’h en ur riboul teñval, hep gouzout penaos e tispako an tudennoù.
 
 
== Diwar-benn e oberenn ==
 
Oberenn Kafka a zo bet savet en alamaneg penn-da-benn, war-bouez un nebeud lizheroù a gasas da v/[[Milena Jesenská]].
E-pad e vuhez e lakaas embann un nebeud testennoù berr hag [[an Treuzstummadur]] (''Die Verwandlung''). E romantoù evel ''Das Schloß '' ([[Ar C'hastell]]) hag Amerika a chomas diechu. Ur fin a zo d’ar ''Prozeß'' ([[Ar Prosez]]) met diechu e chom ar 7vet pennad, ha ne c’haller ket bezañ sur eus urzh ar pennadoù.
 
A-raok mervel e c’houlennas Kafka gant [[Max Brod]] (e vignon hag e sevener testamant) distrujañ holl e skridoù. Ne sentas ket Brod, hag er c’hontrol e reas e seizh gwellañ evit ma vefe anavezet oberenn Kafka. Ne ouezer ket re ha sirius e oa Kafka pe get pa c’houlenne e vefe devet e skridoù.
Linenn 155 ⟶ 153:
* [http://de.wikiquote.org/wiki/Franz_Kafka Bommoù gant Kafka er Wikiarroud]
{{Commons|Franz Kafka}}
{{DEFAULTSORT:Kafka, Franz}}
 
{{DEFAULTSORT:Kafka, Franz}}
[[Rummad:Skrivagnerien Aostria]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù aostrian]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù tchek]]
Linenn 167 ⟶ 164:
[[Rummad:Marvioù 1924]]
[[Rummad:Franz Kafka]]
[[Rummad: Tud aet da anaon gant an dorzhellegezh]]