Ostrogoted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 2:
 
=== Ragistor ===
 
Rannet e voe pobl ar C’hoted etre an Ostrogoted hag ar Wizigoted war-dro an {{IIIe kantved}}. Kalz traoù boutin a oa etre an div bobl, evit ar sevenadur, ar relijion (krediñ a raent en un doue kevatal mui pe vui d’an hini anvet [[Meurzh]] gant ar Romaned. Evit gwir ne oa ar rannadur-se nemet staliadur meuriadoù zo e proviñs roman [[Dakia]] ha meuriadoù all pelloc’h er reter, en hanternoz d’ar [[Mor Du]].
 
War greñvaat ez eas galloud an [[Huned]], ur bobl annezet pelloc’h er reter, e-kreiz an {{IIIe kantved}}, hag e [[370]] e teuaskouezhas an Ostrogoted dindan galloudveli ar re-mañse. En em lazhañ a reas [[roue an Ostrogoted]], [[Ermanarig]], e [[378]], abalamour da se.
 
Er bloavezhioù goude e voe aloubet ar [[Balkanoù]] gant an [[Huned]], skoazellet gant meur a bobl a oa en o dalc’h, evel an Ostrogoted. En [[Emgann Chalons]], e [[451]], e oa Ostrogoted o vrezeliañ a-du gant an Huned. Meur a emsavadeg a-enep an Huned a voe e-touez an Ostrogoted koulskoude, met tamm-ha-tamm en em lakajont da zegemer sevenadur o mistri, anezho tud varrek-dreist war ar marc’hegezh hag ijinerien ar [[stleug]]où.
 
=== Goude an Huned ===
 
Goude marv [[Attila]] e krogas da vat istor an Ostrogoted evel pobl, dizalc’h diouzh an Huned. En em zieubiñ a rejont diouzh galloud mibien Attila en [[Emgann Nedao]] e [[454]].
 
E darempred e voent neuze gant [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]] hag en em staliañ e plaenennoù [[Pannonia]]. E-pad an eil hanterenn eus ar {{Vvet kantved}} e voe c’hoariet gant an Ostrogoted ur roll pouezus, evel ma oa bet gant ar [[Wizigoted]] ur c'hantved a-raok. Mont ha dont a rejont, a-du pe a-enep ar Romaned.
 
 
=== Teodorig Veur ===
An hini pouezusañ eus o roueed, [[Teodorig Veur]], a voe ganet war-dro [[454]]., Desaveta evoe voedesavet e [[Kergustentin]], rak kemeret e oa bet evel [[den-gouestl]] gant galloud roman ar reter.
 
Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e [[474]]. War c’houlenn [[Zenon]], impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e [[488]], d'adtapout Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german all. E miz Meurzh [[493]] e voe kemeret [[Ravenna]] ganto, ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german [[Odoaker]] (Audawakrs) en doa kemeret plas an impalaer roman diwezhañ, [[Romulus Augustus]]. Emanvet e voe Teodorig da b-''princeps Romanus'' (penn ar Romaned) ha ren a reas '' e-lec’h an Impalaer'' war Italia, [[Sikilia]], [[Dalmatia]] ha [[Pannonia]]. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted gant ar Wizigoted moarvat.
An hini pouezusañ eus o roueed, [[Teodorig Veur]], a voe ganet war-dro [[454]]. Desavet e voe e [[Kergustentin]], rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.
 
Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e [[474]]. War c’houlenn [[Zenon]], impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e [[488]], d'adtapout Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german. E miz Meurzh [[493]] e voe kemeret [[Ravenna]] ganto ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german [[Odoaker]] (Audawakrs) en doa kemeret plas an impalaer roman diwezhañ, [[Romulus Augustus]]. Emanvet e voe Teodorig da b-''princeps Romanus'' (penn ar Romaned) ha ren a reas '' e-lec’h an Impalaer'' war Italia, [[Sikilia]], [[Dalmatia]] ha [[Pannonia]]. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted gant ar Wizigoted moarvat.
 
[[Skeudenn:Ostrogothic Kingdom.png|thumb|right|200px|Tachenn an Ostrogoted dindan ren Teodorig ar Bras]]