Roberto Torres (kaner) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:6.2.11RobertoTorresByLuigiNovi1.jpg|thumb|Roberto Torres e 2011]]
'''Roberto Torres''', ganet e 1940 e [[Güines]], zo ur c'haner kuban, aet da chom da [[SUA]]. Bet eo e-touez kanerien al laz [[Sonora Matancera]] e 1969. Brudet eo evel kaner ar ganaouenn [[Caballo Viejo (kanaouenn)]], savet gant [[Simón Díaz]]. Perzh a gemeras, gant [[Arturo Sandoval]], [[Rosendo Rosell]], [[Celia Cruz]] hag [[Eloy Crespo]] er film "[[Son, la antesala de la salsa]]", diwar-benn historistor ar [[Son cubano]].
 
Pa oa krennad e kemeras perzh e meur a laz : ''Conjunto Universal de Malena del Sur'' hag ''Orquesta Swing Casino''. Evel kalz arzourien e kuitaas an enez e 1959 abalamour da drec'h an dispac'h. Mont a reas da gêr Miami hag ac'hane da [[Evrog Nevez]] ma reas e annez. Eno neuze e savas ar ''Charanga Broadway'' en 1962, gant ar fleûtourfleütour kuban Eddy Zervigón hag e vreudeur Rudy ha Kelvin, ha gante e reas eizh albom, entre 1964 ha 1968.
 
En 1969 ez eas da ganañ er [[Sonora Matancera]], al laz brudetañ e Kuba d'an ampoent, evel lazkaner, ha gante e chomas tri bloaz met n'en devoe ket tro da vout pennganer. War un dro e sonas gant al laz José Antonio Fajardo.