Rhuddlan (kombod) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Kantrevoù ha kombodoù ar Berfeddwlad '''Rhuddlan''' a oa ur c'hombod e Kembre er Grennamzer. Asamb..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Perfeddulad.jpg|thumb|Kantrevoù ha kombodoù ar Berfeddwlad]]
'''Rhuddlan''' a oa ur [[kombodoù Kembre|c'hombod]] e [[Kembre]] er [[Krennamzer|Grennamzer]]. Asambles gant kombdoùkombodoù [[Prestatyn (kombod)|Prestatyn]] ha [[Cwnsyllt]] ez ae da ober [[kantrev]] [[Tegeingl]], e [[Perfeffwlad]], e biz Kembre.
 
En em astenn a rae kombod Rhuddlan e kornaoueg Tegeingl, etre ar [[stêr Clwyd]] ha [[Bryniau Clwyd]]. En e gichen e oa kombodoù Cwnsyllt (''Coleshill'' e saozneg) ha Prestatyn, koulz ha kombodoù [[Is Dulas]] (e kantrev [[Rhos (hanternoz Kembre)|Rhos]]), [[Is Aled]] (e kantrev [[Rhufoniog]]) ha [[Dogfeiling]] er c'hreisteiz hag er gornaoueg.
 
Kêr [[Rhuddlan]] e oa pennlec'h ar c'hombod ha hini kantrev Tegeingl e voe ivez diwezhatoc'h. Ul lec'h a bouez e oa, dre ma oa war an hent a gase, en arvor, eus Bro-Saoz da [[rouantelezh Gwynedd|Wynedd]]. Ur c'hastell a voe savet eno gant ar roue [[Llywelyn ap Seisyllt]] e 1015 ha lez pennañ e vab, [[Gruffudd ap Llywelyn]], e voe goude se. Tremen a reas ar c'hastell a zorn da zorn, meur a wech, e-pad an daou gantved goude. E-pad ur pennad e voe perc'hennet gant anun aotrou norman, [[Robert of Rhuddlan]]. Prestik goude e voe savet [[Kastell Rhuddlan|kastell norman Rhuddlan]] war ribl ar stêr Clwyd gant [[Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)|Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz]], adalek [[1277]].
 
D'ur mare e voe aloubet an tamm-mañ eus Kembre gant tud [[Mercia]]. Adtapet e voe gant Kembreiz renet gant [[Owain Gwynedd]] ha dont da vezañ ul lodenn eus kantrev Tegeingl. E-pad pell e voe perc'hennet gant rouaned ha priñsed [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]], met er [[bloavezhioù 1270]] e voe aloubet gant arme Bro-Saoz ha dont da vezañ ul lodenn eus [[Sir y Fflint]] e [[1282]], dre [[Statud Rhuddlan]]. Bremañ emañ ar vroig-se e [[Sir Ddinbych]].