Johnny Depp : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouet o treiñ ar bajenn "Johnny Depp"
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Mae 2016 da 15:43

Johnny Deep a zo un aktour, sevenour, gitarour, senarier ha produer sinema amerikan, ganet d'an 9 a viz even 1963. Deuet eo da vezañ brudet er bloavezhioù 800 gant ar rann 21 Jump Street. Goude en deus c'hoariet tudennoù dibar evel Edward e-barzh Edward e daouarn arc'hant, Raou Duke e-barzh Las Vegas Parano, Ichabod Crane e-barzh Sleepy Hollow, Jack Sparrow e-barzh an heuliad Morlaeron ar C'harib, an toger foll e-barzh Alice e Bro ar Burzhudoù ha Barnabas Collins e-barzh Dark Shadows. C'hoariet en deus ivez tudennoù gwir evel Ed Wood e-barzh film ar memes anv, Joseph D. Pistone e-barzh Donnie Brasco, George Jung e-barzh Blow ha John Dillinger e-barzh Public Enemies.