Diforc'hioù etre adstummoù "Kastell-Nevez-ar-Faou"

 
* '''Pont ar Roue''' ha '''[[kanol Naoned-Brest]]''' : ar pont-se a zo bet lakaet en e sav e-kerzh hanterenn gentañ ar {{XVIIvet kantved}}. E c'hwec'h gwareg, pe bolzenn, a ya dreist d'ar [[stêr Aon]], bet kaniet diwezhatoc'h en {{XIXvet kantved}} evit kas ha degas marc'hadourezh etre [[Naoned]] ha [[Brest]].
* '''Pont Pol''' : savadur dreist d'ar stêr-Aon a ro an tu da vont eus ar C'hastell-Nevez da Laz ha da Santoz. Ur pont koshoc'h a zo anv anezhañ eno en ur skrid eus an {{XIvet kantved}}.
 
* '''Iliz-parrez Sant Juluan''' : ar savadur a c'haller gwelet hiriv an deiz a zo bet savet e [[1878]]. Eus an iliz a oa el lec'h-se a-raok e chom an tour bet savet e [[1737]], war intrudu [[Nouel Furig]], person ar C'hastell-Nevez etre [[1717]] ha [[1774]]. En {{XVIIIvet kantved}} e voe dibabet ivez gouestlañ an iliz da [[Sant Juluan]], pa oa betek-henn, dindan maeroniezh un Itron-Varia Tresmaven dianav hag amsklaer he orin. E-touez an elfennoù a ya da ober pinvidigezh ar monumant-se emañ murlivadurioù [[Paul Sérusier]].
<center>
1 980

modifications